C\\\'hoariva gant la Obra, ar pezh c\\\'hoari nevez displeget gant Glannon

Penaos oa bet kroget gant ar raktres ? Piv zo o c\'hoari ? An istor ? ...

Ur pezh-c'hoari e-kreizig kreiz Amerika ar Su c'hoariet e brezhoneg, kastilhaneg hag e galleg.

Liesliv, c'hoariet gant 15 komedian ha soner brezhonegerien ha tri arzour maya, eus Chile ha Guatemala.

Setu Glannon o tisplegañ er filmig penaos eo bet krouet ar strollad, penaos e oa bet graet evit pleustriñ ha degemer an arvesterien gentañ e Brest er sizhun paseet.

An istor ? Istor ur plac'h " e penn-kentañ Meksikanez, deuet da vezañ Maia, ha Spagnolez da c'houde dre ma oa e karantez gant ar c'honkistador Kortez. Ar bugel metis kentañ a zo ganet, kaset he deus ar Spagnolez betek ar c'herioù Maya. Treitourezed pe/ha mammoù an holl Vetised 'zo er bed ? "

13 a viz Du, leurenn Glenmor, Karaez

17 a viz Du, Plouneour-Menez

22 a viz Genver, Kerien

  • Mont e-barzh : 7 € (5 € evit ar re zilabour, ar vugale, ...)
  • Gouzout hiroc'h : 06 19 74 07 61 (Maiwenn Kerneis), laobrateatral@gmail.com, http://laobra.over-blog.com

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...