
Jean-Christophe, mignon kaezh. Un nebeud gerioù e brezhoneg, peogwir e oas ezel euz Ar Falz / Skol Vreizh abaoe 37 vloaz, eveldon-me, ha peogwir ez out bet, da vuhez-pad, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh.
Da-genver obidoù istorian Vreizhad Jean-Christophe Cassard,
La Bretagne perd un grand historien
Décès de Jean-Christophe Cassard, historien brestois du Moyen-Âge breton
Jean-Christophe, mignon kaezh
Un nebeud gerioù e brezhoneg, peogwir e oas ezel euz Ar Falz / Skol Vreizh abaoe 37 vloaz, eveldon-me, ha peogwir ez out bet, da vuhez-pad, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh.
Pemzektez zo hon doa kollet ur mignon all, Albert Boché
Gerig a genavo d?hon mignon Albert Boché (éloge en forme de conte breton)
Décès d'Albert Boché - Aet eo Albert Boché da Anaon
Evel klasker ha kelenner, 't eus labouret a-hed da vuhez war istor ar Grenn Amzer, heni hon bro, med ivez heni bro-C'hall : gouestlet e oa da levr diwezhañ da istor ar rouanez kapesian (1) ; anavezet e oa da varregezh gant an oll : studierien, kelennerien, lennerien.
Evel stourmer, 't eus klasket lakaat da dremenn ha da anavezout un tamm euz 'pezh a ouiez war-du ar Vretoned hag ar re a gar hon bro, un deg bennag a levrioù embannet gant Skol Vreizh pe e lec'h all, heb kontañ ar pennadoù 't eus savet a vil-vern, embannet amañ hag a-hont (un 60 bennag evid Geriadur istor Breizh (2) paneve ken).
Evel den, ez eo bet plijus-kenañ labourat ganit, ken digor ha ken speredeg e oas, med ivez ken resis ha ken lemm da spered.
Trugarez vraz dit, Jean-Christophe, evid toud ar pezh 't eus degaset d'ar Vretoned ha d'ar re all.
Kenavo eta d'ar bed all, ma 'z eus unan.
Ra vo skañv dit douar Breizh !
Paolig Combot, prezidant Ar Falz / Skol Vreizh
E galleg e gomzas da c'houde Jean-René Le Quéau, rener embannadurioù Skol Vreizh
Obsèques de l'historien breton Jean-Christophe Cassard : discours par Jean-René Le Quéau
(1) Istor ar rouanez kapesian : embannadurioù Belin e galleg. Da welout er roll al levrioù ha pennadoù (levrlennadur) skrivet gant J.-C. Cassard. Roll da zont...
(2) Geriadur istor Breizh : Dictionnaire d’histoire de Bretagne e galleg : http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&flypage=flypage_images.tpl&product_id=171&category_id=5 : pajenn al levr war lec’hienn Skol Vreizh.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !