150 vues

Pastorala 2013 : diazez ur sevenadur a zouj ouzh e zouar hag ouzh e yezh

Pastorala 2013 : plas al loened, diazez ur sevenadur a zouj ouzh e zouar hag ouzh e yezh

Tomm-berv an heol e Sohüta. Goude an oferenn en euskareg, dibunadeg an aktourien e kreiz-kêr ar gêriadenn 700 ene enni. Hiziv e vo 1 500 Euskarad ouzhpenn, deut eus pep tu ar menezioù. En ul lec'h disheñvel e vez kinniget ur grouidigezh nevez bep bloaz da geñver ar "Pastorala".

Evit ur "pastorala" e vez ret kaout 100 den war al leurenn : dañserien, kanerien, sonerien. Ha dañvadezed, prest da bignat war al leurenn ha da zibuniñ da vintin e straedoù ar vourc'h. Staget ouzh gouzoug pep hini, ur c'hloc'h, a ro loc'h d'ar bugul pe d'ar verjelenn. Ha da bep kloc'h un ton hag ur son : sonerezh ur stêr o redek, ur benveg a-stroll. Fromus-tre evit Marjanig Vreizhadez, ar wech kentañ dezhi klevet an ton-mañ.

Met n'eo ket echu. Pignat a ra al loened war al leurenn, hag e-kreiz ar c'helc'h e sav mouezh kanerien ar vourc'h, gwisket anezho evel gwechall.

Ha se zo folkloraj, emit-hu ? Gant loened o vont en-dro da beuriñ er menezioù war-lerc'h an abadenn ? Ha gant 300 kaner e flondrenn Xiberoa ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...