Chase Vaeleg

Galoupat, ret eo galoupat ... ur filmig graet gant liseidi diwar-benn romant Priz ar yaouankiz \"Chase Valeeg\"

Setu ur filmig graet gant ul levr a vo e Priz ar Yaouankiz ar bloaz-mañ, Chase Valeeg e ditr, Samovar anv e skrivagner yaouank

Setu ur filmig graet gant ul levr a vo e Priz ar Yaouankiz ar bloaz-mañ, Chase Valeeg e ditr, Umran Asovar, anv e skrivagner yaouank

Ha setu ar bajenn gentañ, danvez ar film :

"Galoupat. Galoupat c'hoazh.

Tomm eo e alan, yen ar c'hwez a-hed e livenn-gein. Galoupat. Tec'hout. A-dreñv dezhañ e klev huchadennoù skrijus. Met arabat treiñ kein. Ret eo galoupat. Atav. Tostaat a ra. Santout a ra alan tomm al loen, dezhi c'hwez ar gwad hag ar c'hig brein. Ret eo derc'hel. Galoupat. Dibaouez. Tamm-ha-tamm e sant evel pa vefe leun e wazhiennoù a drenkenn. Pep kigenn eus e gorf a zo peget tan ennañ. Met ret eo kenderc'hel. Rak a-dreñv dezhañ e klev trouz brankennoù drailhet ha drez flastret ha yudadennoù al loen. Brankennoù izelañ ar gwez sapin a sko ouzh e fas evel ur skourjez, met re aon en deus evit kaout poan. Ret eo galoupat, pelloc'h, donoc'h er c'hoad.

Arabat dezhañ distreiñ er gêriadenn. Ma 'z eus anezhi c'hoazh.

Eno e oa kroget pep tra. Dihunet e oa bet gant an huchadennoù. E dad a oa deuet tre en e gambr, liv ar spont war e fas. Huchet en doa un dra bennak n'en doa gallet ar paotr kompren. E-giz en un hunvre e oa savet a-ziwar e wele, ha kroget da c'haloupat. Abaoe n'eo ket paouezet. Seblantout a ra dezhañ bezañ o c'haloupat abaoe eurvezhioù, ma n'eo ket abaoe devezhioù.

Hag a-greiz-holl e strebot war gwrizienn ur wezenn. Kouezhañ a ra en ur huchal, aon ha souezh ennañ. Ruilhañ a ra war al leur evit en em lakaat war e gein. Gouzout a ra eo echu hag ez eo marv dija, met ne c'hell ket lezel ar marv da skeiñ en e gein. D'ar mare-se e tarzh ar bed en ul luc'hedenn wenn dallus.

Hag ar paotr da zihuniñ, berr e alan. Ezhomm en defe da huchal, met chom a ra e huchadenn stanket en e c'horzailhenn.

En tu all d'an tantad, e-lec'h ma krog an deñvalijenn d'en em astenn, e wel ur skeud bras o fiñval kerkent. Steuziañ a ra ar c'hoant huchal ha ne gred ket ar paotr fiñval ken. Un hikadenn a souezh a lez da vont en desped dezhañ pa lez an den ur vrankenn da gouezhañ en tan.

_ Na 'z pez ket aon. E surentez emaout ganin."

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...