Kontit din istor ar pezh-c\\\'hoari

Bugale aterset e-pad an droiad c\'hoariva \"Stroll ha Diroll\"

Bugale skolioù Divyezh, Dihun, Diwan o tisplegañ ar pezh c'hoari gwelet ganto

Stroll ha Diroll's tour : c'hoari dirak bugale, mont da welout skolioù bras divent e Naoned, Roazhon, Gwened ha skolioù bihan evel e Pempoul pe Wenram.

Met atav gant an hevelep plijadur : lakaat ar vugale da c'hoarzhin, c'hoari gant aotrouniezh ar gelennerien, ha bugale un tamm diroll war al leurenn.

Gant liveoù brezhoneg disheñvel eveljust, kad a-wechoù de lavarout ur bern traoù, a-wechoù ket. Klevet oa bet ur wech nemetken gant ur c'hlasad "tu peux pas parler français, je comprends rien". Met evit ar re all, avat, talvezout a ra ar boan da lakaat abadennoù e brezhoneg da dreiñ. Hag evit ar re o deus poan, n'eo ket abalamour d'ar vugale, met d'an amzer a zo bet gouestlet d'ar brezhoneg er skol.

Ur mennozh, tra ken : ha ma vefe pep emglev Bro o tegemer tri fesh c'hoari ar bloaz, tud a vicher ha tud a youl-vat evit ma vefe brehoneg er skol ingal gant tud an diavaez, ha strolladoù c'hoariva a-vicher a c'hellfe bevañ gant al labour-mañ, pouezus evit dazont ar yezh ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...