Penaos e veze tapet kement a pesked e-barzh an Ele

Atersadenn aotrou Lijour : pennad kentañ diwar-benn an doare da dapout silhoù er ster

Setu kontet gant an den Lijour penaos e veze tapet silhoù

Ret e oa kaout un devezh gant glav pil, e miz Du. D'ar poent-se e oa ret gervel ar mignoned ha diskenn betek ar vilin, hini Kaourantin Fourden, 'ba' Treumeun.

' Oa ket a "ciré Cotten" d'ar mare-se, neuze e vezer gwisket sac'hadoù avaloù-douar war e gein ha lakaet rouedoù en dour. Mod-se veze tapet kiloioù ha kiloioù silhoù.

Ha gwerzhet war lerc'h gant karr ar miliner e Tremeven, tout ar pezh a oa bet dastumet, ' barzh pemp barrikennad. Gouest e oa ar pesked da vevañ tri devezh-pad er maez eus an dour.

Ha bremañ ? Netra ken, met ar re "vitik, bitik" (bihan tre, ar "civelles" en galleg).

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...