174 vues

Kinniget e teir yezh, ar brezegenn a zo bet dec'h e lise Karaez a ziskoueze penaos 500 skoliad euskarad ha breizhad a rae evit deskiñ

Kinniget e teir yezh, ar brezegenn a zo bet dec'h e lise Karaez a ziskoueze penaos 500 skoliad euskarad ha breizhad a rae evit deskiñ.

Labour klaskerien Donostia a oa dielfennañ 500 goulennaoueg gant respontoù tud yaouank, en eil derez (250 e Breizh, 250 e Euskadi). Petra a lakae anezho da zeskiñ ? Al labour a-stroll ? Ar fed bout selaouet gant ar c'helenner ? Ar fed kaout notennoù vat ?

A-benn ar fin n'eo ket gwall zisheñvel an div vro : disoc'hoù mat kenañ war ar skeul Pisa, ur blijadur da vont d'ar skol (66 % laouen da vont d'ar skol e Breizh, 53% e bro Euskadi), buhez a stroll ha kenlabour efedus... Ar pezh a ya a-dreuz neuze ? Re nebeut a vrezhoneg implijet ganto, ha re a c'hoarioù video evit krennarded Breizh (22,8 % e Breizh, 16 % e bro Euskadi), c'hoant o deus e vefe komzet diwar benn ar "vuhez gwir", lenn keleier war Internet ha bannoù treset ...

Ar fent implijet gant ar gelennerien a blij dezho ivez, ha bout kalonekaet ingal : " benn ar fin", a lavare Beatris, troourez kastilhaneg-brezhoneg "a-drugarez da Beillo e welomp n'eo ket fall al labour graet gant Diwan, daoust d'ar skuizhder, d'ar fed n'eo ket aes bemdez. Trugarez ! ".

Hag ar c'hlasker euskarad da gervel an dud evit ur c'henlabour Euskadi-Breizh evit kenderc'hel gant ar pezh oa bet kroget : studiañ emzalc'h ha doareoù labourat ar re yaouank skoliatet e yezhoù minorelaet Europa.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...