Put your name here

Niver a skolidi e pep rummad etre skol vamm ha lise
Niver a skolidi e pep rummad etre skol vamm ha lise

Pedagogiezh Diwan : petra eo ?
Pedervet lodenn kronikenn 40 vloaz Diwan : petra zo disheñvel e Diwan a-fed pedagogiezh ?
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 2/07/17 22:20 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

« Pedagogiezh Diwan »: petra eo ?

Distro-skol 2016

Diwan zo enni 54 skol Diwan kentañ derez, 6 skolaj, ul lise e Karaez, 4 242 skoliad, ur burzhud hag un niver bihan-kenañ war un dro, pa soñjer ez eo 1 % eus ar boblañs skol e Breizh. 250 den o labourat bemdez (kelennerien, skolaerien, ATSEM, 700 kelenner brezhoneg e Breizh. Deuet eo Diwan da vout un embregerezh rannvroel gant ur sez melestradurel e Landerne, hag ur greizenn -stummañ evit ar c’hentañ hag an eil derez e Kemper, « Kelenn ».

Abaoe 40 vloaz e chom karta Diwan talvoudus-tre evit kompren diazezoù ar gevredigezh ganet abalamour « da vankoù an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d’ar brezhoneg ».

Lavaret ho peus « pedagogiezh » ?

N’eus ket « ur » bedagogiezh a vefe hini Diwan. Ar sistem « D », hini Diwan ? Ar bugel e kreiz ar c’helenn, gant sistem ar soubidigezh an hini eo : ger ebet e galleg d’ar bugel e skol vamm, ha tamm ha tamm e vez kelennet ar galleg dezhañ, goude bout desket lenn e brezhoneg, o toujañ ouzh programoù ofisiel bro C’hall evit an holl zanvezioù kelennet. E klasoù ‘zo e vez tud a gelenn mod Montessori pe Freinet, met pep skolaer a zo dieub da ren ar c’hlas e giz e faot dezhañ pe dezhi, o toujañ ouzh ezhommoù pep bugel.

Pedagogiezh ha soubidigezh : kizidik...

Penaos lakaat bugale a gomz galleg er gêr, galleg er-maez eus ar skol gant an holl dud, da breg brezhoneg hepken er c’hlas, war ar porzh ? Tabutoù a vez e-touez tud Diwan war ar poent-se abaoe pell. Rediañ ? Reiñ c’hoant ? Kevratoù gant ar vugale, laosket dieub da gomz ar yezh o deus c’hoant war ar porzh, kalonekaat da c’hoari e brezhoneg gant buhezourien deuet da sikour evel e bro Euskadi gant animatourien sport ha bertsu ?

"N'eo ket ar soubidigezh, evidon, ur bedagogiezh. Ur benveg evit kelenn ur yezh eo. Sikour a ra ar skolidi d'en em lakaat e-barzh met n'eo ket trawalc'h. Mod-all tout an dud hag a gomz brezhoneg a c'hellfe kelenn ! Kelenn da vugale ur yezh hag a zo peurvuiañ ur yezh na vez ket komzet er gêr a c'houlenn, a seblant din, ur bedagogiezh kemplesoc'h eget ar soubidigezh nemetken." (ul lisead Diwan aterset e 2014)

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 1 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.