Skrivañ e brezhoneg evit ar re yaouank a vez graet gant un tregont bennak a skrivagnerien e Breizh. Met skrivañ e brezhoneg evit bugale 13 vloaz, se zo un avañtur nevez ...

Lennet o doa levrigoù bihan Priz ar Vugale pa oant e CM1/CM2. Sot int gant al lenn, ha plijet gant ar c'hrouiñ istorioù, sikouret int bet gant Mai-Ewen da beurlipat o skridoù e Kemperle digwener.

Pemp istor, faltazi enno alies : "ur sorserez eo mamm-gozh" gant ur c'hazh a gomz, ur vran farsus, skrivet gant Maina. Evit Maell, eo levezonet he skrid gant istorioù gwir : marv ar giez, Kaella, a glot gant disparti he zud, an diouer a vignonezed er skol m'eo degouezhet nevez' zo, re drist ar vuhez ...

Ijinet eo bet gant Marilou ha Kynan istor bugale o chom e Pariz hag o vont da vakansiñ da di o zud-kozh. Met aze, o deus bevet traoù drol, ar Bonedoù ruz, ur vag a ya d'ar strad ... Ankenius. Gant Maiwen, an daou haroz o deus galloudoù hud hag a zeu a-benn da nijal. Un istor all a zo etre gwirionez ar faltazi : ur bugel sot gant avañturioù ar roue Arzur a vesk anezho gant ar bed gwirion, pa lavar d'e voereb "Gwenvred" e-lec'h Gwenael...

E Naoned gant Pierre-Emmanuel Marais, er Releg gant Goulc'han Kervella hag e Karaez gant Mich Beyer eo bet bevet an hevelep avañtur : a-drugarez d'ar gelennerien Silvain, Sten, Dominig ha Yann Fañch e vo istorioù nevez, hag un avel yaouankiz evit pempvet Priz ar vugale ha navvet Priz ar Yaouankiz.

Evit ar skrivagnerien a vefe dedennet gant kas ur skrid buan, an deiziad a oa bet lakaet d'al Lun 14 a viz Meurzh. Daleet eo bet betek an 28/3. Pegit en ho pluenn ha kasit ur skrid evit ma vo liesseurt ar pezh a vo kinniget a-benn bloaz (niver a sinoù : 10/12 000 priz ar Vugale, 40 000/50 000 evit priz ar yaouankiz - romant pe dastumad danevelloù)

lec'hienn : afea.free.fr / afea@laposte.net

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...