E-kerzh an devezhioù 8 betek 10 a viz Eost 2025, e vo dalc’het ar 16 vet Gouel kan ar vartoloded e porzh Pempoull. Ur gouel bras-meur, hep e bar e Breizh, evit ar re sot gant ar sonerezh, ar sevenadur, ar mor hag an emgavioù liessevenadurel.
🌊 Pempoull 2025 : Gouel kan ar vartoloded a vo troet ouzh ar bed a-bezh.
E-kerzh an devezhioù 8 betek 10 a viz Eost 2025, e vo dalc’het ar 16vet Gouel kan ar vartoloded e porzh Pempoull. Ur gouel bras-meur, hep e bar e Breizh, evit ar re sot gant ar sonerezh, ar sevenadur, ar mor hag an emgavioù liessevenadurel.Enoret e vo bro Gebek.
E 2025, e vo lakaet war well ar vro Gebek : Lynda Lemay, Le Vent du Nord, Klô Pelgag, Bleu Jeans Bleu, Katia Rock (kanerez ar vro), a zeuio da seniñ war al leurenn e Pempoull.Ur program liesseurt ha digor ouzh ar bed
Eus Galicia gant Carlos Núñez, betek Fatoumata Diawara (Mali), Delgrès (Gwadeloup), Soviet Suprem, Solas (Stadoù-Unanet / Iwerzhon), Mitsune (Japan / Alamagn)... N'eo ket bet disoñjet ar strolladoù eus Breizh kennebeut: Alan Stivell, Denez, Miossec, Barzaz, Annie Ebrel, Sonerien an Trev...Kan a vartoloded ha festoù-noz
Dont a raio kant strollad ha lazh-kanañ da ginnig kan martolod... eus Breizh, Bro-Skos, Stadoù-Unanet, Bro-Saoz, Izel-vroioù, ha Kebek ivez. Bez e vo Festoù-noz e-leizh, ken ma vo posubl dañsal bep noz.Bigi kozh ha buhez er straedoù
200 bag gozh a vo er porzh. Bez’ e vo ivez :🎭 C’hoariva ha kontadennoù,
👶 Lec’hioù ha kinnigoù evit ar vugale,
🎨 Diskouezadegoù,
🍴 Boued mat hag eus ar vro,
🎼 Kan ha sonerezh a-hed ar straedoù.
Ur gouel liv Breizh warnañ, ur Gouel kizidik ouzh an ekologiezh
Dre levezon sinadur “Ya d’ar brezhoneg” abaoe 2008, e vez gwelet brezhoneg e pep lec’h. Un digarez da glevout ar yezh eo ivez. Gant 1500 den a-youl vat, e vez graet berzh. Klask a ra ar Gouel ivez bezañ doujus ouzh an ekologiezh : gobedoù adimplijadus, produioù bio, mont-ha-dont dre BreizhGo...Titouroù ha bilhedoù
🎟️ paimpol-festival.bzh🎫 1 devezh : 35 € / 31 € (prenet a-raok)
🎫 3 devezh : 70 € / 62 € (prenet a-raok)
👶 Digoust evit ar vugale dindan 6 vloaz
📍 Pempoull a c'heller mont di dre an treñ (SNCF), dre ar c'hirri-boutin (BreizhGo) pe ar c'hirri-tan evel-just.
Gerioù
. Gouel kan ar vartoloded Festival du chant de marin (liester e brezhoneg, hervez ar skritell).. gobedoù adimplijadus gobelets réutilisables
Gwelout ivez
🌊 Paimpol 2025 : Le Chant de Marin fait cap sur le Québec
Du 8 au 10 août 2025, le port de Paimpol accueillera la 16ᵉ édition du Festival du Chant de Marin, rendez-vous incontournable des amoureux de musique, de mer et de rencontres interculturelles. Plus qu’un simple événement musical, ce festival biennal est devenu le 4ᵉ plus grand rassemblement musical de Bretagne, attirant près de 170 000 visiteurs.
🌊 Paimpol 2025 : Le Chant de Marin fait cap sur le Québec
Du 8 au 10 août 2025, le port de Paimpol accueillera la 16ᵉ édition du Festival du Chant de Marin, rendez-vous incontournable des amoureux de musique, de mer et de rencontres interculturelles. Plus qu’un simple événement musical, ce festival biennal est devenu le 4ᵉ plus grand rassemblement musical de Bretagne, attirant près de 170 000 visiteurs.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !