53 vues

Deuet e oa hiziv Denise ha klasad Valerie da welladenniñ ar repu plasenn Alsace Lorraine evit kompren gwelloc'h mare diaes distruj an Oriant

Deuet e oa hiziv Denise ha klasad Valerie da welladenniñ ar repu plasenn Alsace Lorraine evit kompren gwelloc'h mare diaes distruj an Oriant.

Start e oa bet evit ar vaouez, bet plac'h yaouank, matez en Oriant hiziv oadet a 94 vloaz, da ziskenn an diri betek ar repu, ken bras e oa ar from eviti. Gwelloc'h e oa gortoz displegadennoù an henterez a zisplege d'ar vugale penaos e oa, pa oa ar soniri o skreñjal ba straedoù an Oriant, miliadoù a dud o tiskenn e lec'hioù repu a oa e kêr an Oriant. 80 000 bombezenn a zo kouezhet amañ, gant ar c'hoant distruj penn da benn al lec'h a oa alooubet gant an Alamaned evit o listri-nij. 350 den marv, war ur boblañs 51 000 a dud, a-drugarez da dud fur a ziskenne bewech, pe a yae kuit eus kêr evit mont da Bloue, Kemperle, kichen Paris...

Penaos e oa, ur wech diskennet e lec'hioù evel-se ? Teñval spontus, gant soudarded e kichen (savet oa bet al lec'hioù-se evito da gentañ), ur c'hwezh fall spontus (betek peder eurvezh, c'hwec'h a wechoù), ur marc'houarn evit aveliñ al lec'h, tud o lavarout o chapeled, tud all gant un aon spontus...

Ha Denise da zisplegañ penaos e oa bet pa oa distrujet an ti e lec'h e oa o chom, pegen start oa ar vuhez, gant mann ebet da zebriñ, gant an aon da vout tapet gant soudarded e straedoù teñval An Oriant, pa zistroe da gousket, hec'h-unan, matez da 17 vloaz gant kerent e Lokmaria-Gwidel...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...