#Brezhoneg, le magazine qui vous fait progresser en breton !
#Brezhoneg, le magazine qui vous fait progresser en breton !

N’on ket an hini nemetañ, an hini plaset ar gwellañ, evit respont d’ar goulenn-mañ, ha trugarez d’an holl a roio titouroù pleustrek, evel ma rae Marie-Renée Rinquin e miz Genver. Klask a ran, nemetken, reiñ an titouroù pa ouzon tra pe dra.

N’on ket an hini nemetañ, an hini plaset ar gwellañ, evit respont d’ar goulenn-mañ, ha trugarez d’an holl a roio titouroù pleustrek, evel ma rae Marie-Renée Rinquin e miz Genver.

Klask a ran, nemetken, reiñ an titouroù pa ouzon tra pe dra.

Un doare mat evit mont war-raok, evit liammañ brezhoneg ouzh plijadur/c’hoarioù/deskiñ/anavezout ar vro

a zo koumanantiñ d’ar gazetenn #brezhoneg Hiziv an deiz, a-drugarez – un tammig… - d’ar C’hovid e c’heller deskiñ ha mont war-raok en ur chom er gêr. A bep seurt doareoù a zo – evel Desketa gant Ofis ar brezhoneg a vez kavet efedus gant un tamm mat a dud, evit mont war-raok gant ar yezh.

Gant ar pezhioù-c’hoari e c’heller ivez mont war-raok Testennoù berr zo bet savet gant Ar Vro Bagan, pe gant Paul Madeg* ( 7 anezho zo bet embannet e brezhoneg), pe lod a gaver war lec’hienn TES

Gant ar soñj liammañ « lenn » ha « c’hoari » em eus roet lañs me, n’eus ket pell, d’un heuliad pennadoù berr, 1000 sin, a echu gant daou ginnig posupl. D’an dud da lenn etre al lun hag ar meurzh da noz, war pajenn Facebook Lennomp , ha da votiñ a-raok ar meurzh da noz. Hervez an disoc’hoù e vo kendalc’het an istor.

Ar re n’int ket sot gant seurt c’hoari a gavo gwelloc’h, marteze, lenn pennadoù berr, 1000 sin atav, - skrivet ganin evit ar re gentañ met ken buan all e vo tud all o skrivañ - lakaet war wel ivez war ma fajenn Facebook. Amañ e vo savet pennadoù liesseurt. Ne vo ket ret d’an dud bezañ a-du gant pennad-mañ-pennad. Tud all a c’hello ivez skrivañ ar 1000 sin-se (evit se kasit keloù din : yf.jacq@gmail.com)

Yann-Fañch Jacq

Yann-Fañch a fait partie de Kan ar Mor puis comme directeur d’an Oaled à Tréglonou. Il a été professeur de breton à Diwan. En 1984 il lance la maison d’édition Keit vimp bev, spécialisée dans les ouvrages en langue bretonne pour la jeunesse. En 2005, il lance Ya !, le seul hebdomadaire monolingue breton qui paraît, sans faille, depuis cette date. Il a aujourd'hui passé la maim mais a lancé Lennomp une maison d'édition de lives en breton par souscription.