Brezhoneg : penaos lakaat ar re deuet da zeskiñ yezh ar vro ?

Marcel Moysan, Alan Penneg, rener Mervent : digoradur Gouel Vreizh e Skaer gant un tabut.

Aozet ez eus bet gant kumuniezh kumunioù Kemperle un emvod evit lakaat da gejañ ar re a ra war-dro ar brezhoneg e 12 kumun. Evit gouel Breizh e oa bet bodet e Skaer un ugent bennak a dud, dilennidi ha kevredigezhioù, evit klask mont war-raok.

Ha mont a ra war-raok an niver a dud deuet o teskiñ brezhoneg ? Hag ar vugale ? Penaos gwellaat an traoù ?

Mervent, kuzul skoazell skol Diwan Kemperle, kelennerien, dilennidi 6 kumun a oa aze : maer Kemperle, maerez Skaer, maer Kerien, met kerent, prezidanted kevredigezhioù a ro kentelioù noz er vro ivez.

16 kumun : 6 anezho n'o deus ket sinet karta Ya d'ar brezhoneg, 6 anezho ivez n'o deus nag ur c'hlasad divyezhek nag atalieroù arc'hantet gant ar c'huzul meur hag ar rannvro, ha war a seblant e ya an niver ar skolajidi o heuliañ an opsion brezhoneg er skolaj war an digresk. Echu el lise abaoe daou vloaz. Bez e vo evit ar wech kentañ ur rummad divyezhek (daou brantad e brezhoneg a-benn distro-skol 2011).

Penaos lakaat ar re deuet da zeskiñ brezhoneg ? Dre lakaat prizioù ar c'hentelioù da vezañ izeloc'h : e St Ke-Porzh-Olued e vez paeet 50 euro evit ur skoliad, kuit d'ar gumuniezh kumunioù da baeañ ar 150 euro a chom. 25 skoliad a zo evit pep prantad. Kalonekaat ar re o deus c'hoant da zeskiñ brezhoneg a c'hellfe bezañ talvoudus.

Dre lakaat an dud da glevout brezhoneg e pep lec'h : en davarn (brezhonegerien oc'h aozañ filajoù en tavarnioù), dre aozañ devezhioù (da Sadorn) evit ar gerent ne heuliont ket kentelioù. Lakaat e plas emgavioù a-hed ar bloaz : kejadennoù, un abadenn c'hoariva e brezhoneg pep trimiziad. Ha gant ur gwir youl bolitikel : divyezhegezh er straedoù, evit an euredoù, teuliadoù da leuniañ, ...

Hag evit ar vugale ? Reiñ dezho ar chañs da glevout ha da gomz brezhoneg bemdez gant atalieroù brezhoneg arc'hantet gant ar rannvro, an departamant, hag ar gumun (500 euro ar bloaz evit un eurvezh pep sizhun dre glasad). Ur chañs roet da 5% eus bugale bro Kemperle nemetken.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...