
Alies e vez postet ar memes kemennadennoù ha pennadoù e brezhoneg hag e galleg... "Mat 'zo mat, met cheñch a ra vad" a vez lâret e brezhoneg. Setu petra 'zo
Alies e vez postet ar memes kemennadennoù ha pennadoù e brezhoneg hag e galleg... "Mat 'zo mat, met cheñch a ra vad" a vez lâret e brezhoneg. Setu petra 'zo kaoz e kavan welloc'h embann un tamm fablenn bet desket ganin er skol un toullad bloavezhioù 'zo... Talvoudusoc'h (hag efedusoc'h ?) 'vit komzoù hir, a gav din.
P'emaon ganti, n'on ket gant piv e oa bet skrivet ? Ma ouife unan bennaket, trugarez da lâret din ! Emgav disadorn da 3 eur eta.
Ar wenanenn hag ar gelienenn
Savet abred, ur wenanenn A zistroe d'he c'hest laouen, Gant ur bern mel he doa kavet, Dre ar prajoù, war gant boked. Ganti 'n em gav ur gelienenn A lavar dezhi : “Penn-sodenn ! Dalc'hmat emaout o labourat Hep na denn dit netra a vat. Perak poaniañ evel ma rez Evit ur rouanez didalvez ? Ma karfez heuliañ ma c'helenn Ha labourat evidout hepken, Neuze 'vez ket kollet da boan !
- A gav dit, kozh trabell vihan ?
E Breizh-Izel, e Breizh hor bro, Ez eus koar ha mel tro-war-dro, Koar ha mel deus ar re wellañ Na vefent ket kollet 'vel bremañ Ma karfe an dud, 'vel ar gwenan, En em strollañ holl a-unan Da labourat ar brezhoneg. Breizhiz, gwir vreudeur galonek, Mougomp an drouk dre ober mat, En em skignomp holl e pep prad Da gutuilh bleuñv ar re re gaerañ D'ober ul labour ar gwellañ D'ober da Vreizh kant kurunenn Ha pa vez fuc'h er c'hozh kelien !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !