Bal Europa : penaos gouzout deskiñ dañsal mod Ungaria ?

Chomet eo an dilhad hengounel er c\'harr-boutin : tud Sardania, Poitou, Lituania hag Ungaria asambles evit dañsal asambles. Amañ e vez danset mod Ungaria.

Strolladoù a bep seurt a vez gwelet e Breizh, met peseurt eskemm a zo gant ar Vretoned ?

Mec'hiko, Lituania, pobloù Afrika, Azia ... o tont da Vreizh. A-zehou hag a-gleiz e vez gwelet abadennoù a bep seurt. Evit peseurt abadennoù ? Gant peseurt eskemm gant tud ar vro ? Kuriusted ? Doare da vont da vakansiñ da vroioù pell hep dispign re a arc'hant ?

A-wechoù e vezont degemeret buan, ha ne vez ket doujet outo. A-wechoù e vezont degemeret war an ton bras, hag e vez mignoniezhioù o c'henel ha strolladoù Breizh o vont da seniñ ha da zañsal du-hont. Pa sav kudennoù yezh (pa ne oar nag an eil nag egile komz saozneg, pe alamaneg pe c'hoazh kastilhaneg). Ret eo goulenn pep tra neuze digant ar jubennour, e-unan evit ur strollad 50 den alies.

Aze e Kloar, ur chapelig adsavet penn-da-benn, maen ha maen e-kichen traezhenn ar Pouldu (a-raok e oa staliet e Nizon, e-kichen Pont-Aven), oa c'hoarvezet un "eskemm gwir" etre tud ar vro ha tud o chom 26000 km pelloc'h, e Lituania.

Goude bout displeget istor ar chapel, gwerennoù livet gant Manessier, delwennoù sant Yann ha hini santez Ana e saozneg gant Ana-Vari Colomer, ganet 500 metrad eus ar chapel, setu ur soner fleüt o kregiñ da seniñ, un andro kanet e brezhoneg hag a oa bet dastumet nepell diouzh Kloar, hag evit echuiñ, ur c'han hengounel e lituaneg. Un dudi !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...