Ur romantig nevez Deomp Slowly ha pevar romant all en deus bet tro da skrivañ evit Priz ar Yaouankiz ha Priz ar vugale.

Ur romantig nevez " Deomp Slowly " ha pevar romant all en deus bet tro da skrivañ evit Priz ar Yaouankiz ha Priz ar vugale

ABP – Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ? Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Ar muiañ a labour ?

Pierre-Emmanuel Marais – Pemp em eus skrivet, daou evit PAV ha tri evit PAY. Tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ aesoc'h skrivan e bzg daoust d'ar fazioù a chom em zestennoù, dre vras istor levezon ar galleg em skridoù. Dre vras PAV/PAY en deus roet ar c'hoant hag iviez a-walc'h a fizians evit mont war raok gant ar skrivañ e brezhoneg betek dont a-benn da vezañ embannet gant Al Liamm evit ur romant nevez deuet er-maez "Alje 57", ul levr evit an dud deuet ar wech-mañ.


ABP – Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ? 

P.-E. M. – Ur wech e skolaj Diwan Naoned. Plijus eo bet komz eus troioù-kaer Duncan O'Hara gant ar skolajidi.


ABP – Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

P.-E. M. – Netra e gwirionez.


ABP – Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ? 

P.-E. M. – Un nebeud zo bet kinniget da izili ar bodal-lenn e veran ba Naoned. E-touez ar re plijusañ e oa hini Kristian ar Vras, Kest. 


ABP – Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ? 

P.-E. M. – Gourc'hemennoù ha kendalc'hit ! 

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...