-->
Peogwir emañ sac’het teuliad staliañ un adskolaj Diwan e Bro Leon e ranko kerent, kelennerien Diwan ha mignoned hor yezh mont war an dachenn adarre da c’houlenn e vefe kavet un diskoulm a-benn miz Gwengolo.
UDB a c’houlenn digant an holl dilennidi hag aozadurioù a c’hell sikour da gaout un diskoulm, da gregiñ e-barzh ar buanañ ar gwellañ. Bugale Breizh o deus ar gwir da vezañ skoliataet en o yezh. Ha Diwan a rank kaout savadurioù evit e skolioù.
Ar Stad eo a lak skoilhoù war hent kelennadurezh ar brezhoneg gant he bonreizh hag he lezennoù. Evit mont en tu all d’ar skoilhoù-se e c’houl UDB e c’hellfe kaout Kuzul Rannvro Breizh, an abretañ ar gwellañ, ar galloudoù rekis evit ober war-dro ur politikerezh yezhel ha kelennadurezh ar brezhoneg, hervez al lezennoù war an digreizennañ. Evit UDB eo d’ar vretoned ha d’o dilennidi eo da ziviz eus dazont ar brezhoneg.
Da c’hortoz kaout ar galloudoù-se, ne c’hellimp ket ober hepte a-benn saveteiñ ha diorrenn hor yezh, e c’houl UDB d’an holl dud kar ar yezh da zont da bik-nikañ da 12e e Kreiz-kêr Lesneven d’ar sadorn 11 a viz Ewen. Ne c’heller ket leuskel bugale war ar straed ha diskol a-benn miz Gwengolo.
Ronan Divard Porte-parole de l’Union démocratique bretonne / Mouezh Unvaniezh Demokratel Breizh (contacts : ronan.divard [at] wanadoo.fr; 02 98 07 01 32 ; 06 32 29 30 84)
Herve Ar Gall, Mouezh UDB evit ar brezhoneg / Porte-parole délégué à la langue bretonne (contacts : hele-gall [at] wanadoo.fr; 02 96 24 25 09)