© photographe
Pikez blev du

500 vues

Ur film berr skoazellet gant Kumuniezh Kumunioù Kemperle ha Kuzul Meur Penn ar bed a gont istor ur plac'hig e 1928

Ur film berr skoazellet gant Kumuniezh Kumunioù Kemperle ha Kuzul Meur Penn ar bed a gont istor ur plac'hig e 1928.

"Pikez blev ruz" , skrivet gant Denise Le Franc, 98 vloaz hiziv, a oa bet dibabet e 2009 gant ar vugale evit kenstrivadeg priz lennegel evit ar yaouankiz "Priz ar Vugale" e fin miz Even. Un eil levr a oa bet embannet da heul, e 2014, "Avanturioù Zett", dibabet gant ar vugale ivez. An daou istor a gont sotonioù ur plac'hig war ar maez, doare "Pipi Langschtrumpf", e 1928, oc'h ober goap ouzh ar seurezed, o kas avaloù ferv dezho...

Bugale Diwan Kemperle oa aet betek skol Botoa evit kavout ul lec'h a glote gant ar film istorel-mañ. Div gomedianez, Jysell Ar Gurudeg hag Evelyne Janot oa ar seurezed. Hag an tad kozh ? Jean Bernard Huon, skoazellet gant Jo Derrien, hag ur charaban kozh a 100 vloaz, hag ur gazeg jantil ken ha ken, Monette. C'hoariet oa bet dudenn ar sakrist gant David Païs.

Skignet e vefe bet e miz Meurzh e Kemper, e festival ar film otoproduet Faltazi, nullet abalamour d'ar c'horonavirus.

Sevenet gant féa, filmet ha frammet gant Kaouenn, embregerezh kleweled Kemper, skignet e oa bet e sinema Le Kerfany ba Molan dirak 200 a dud, hag e Kemperle e-pad festival Taol Kurun e miz genver 2020 dirak 150 den. Goulennet e oa bet un heuliadgant ana avesterien hag ar vugale, kement a avañturioù all a zo da gontañ ! Galv neuze d'an dud dedennet evit ma vefe un heuliad, ha doareoù da arch'antaouiñ anezhañ, kit e darempred gant afea@laposte.net.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...