Rap e galleg, evit klask lakaat an dud da fiñval, da brederiañ ...

Dregantad ... "N'omp nemet sifroù e stadegoù ar gouarnamant", sonerezh elektro labouret mat gant an DJ. Goude bloavezhioù abadennoù un tammig e pep lec'h tro-dro Konk-Kerne, Brest, Naoned, Lille ... skoazellet gant Ti An Holl Tregon, ar vandennad 11 mignon, dek paotr hag ur plac'h a zo deuet a-benn da embann ur bladenn kinniget brav.

Evito e vez gwelet re alies rapourien a-vremañ o werzhañ o ene evit merkoù dilhad pe evit abadennoù TV. Ganto eo ur rap tost ouzh hini Casey, traoù a-bouez o deus da lavarout. Exit Breizh ma bro, amañ ez eus tud yaouank gant diaesterioù labour, sokial, tapet e rouedad ur gevredigezh n'emañ ket mui o selaou anezho ...

E gwerzh adalek bremañ, e Konk-Kerne (kreizenn sevenadurel Leclerc, Martin's), Kemperle (Penn da benn), pe war Internet : LaDistroy.fr, Tekenligne.fr

Tammoù sonerezh : http://soundcloud.com/search?q[fulltext]=harmopee

Lec'hienn internet : http://harmopee.org

Filmig-kinnig : http://vimeo.com/28511256

Pajenn Facebook : facebook.fr/harmopee

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...