Skrivet e oa bet ur bern traoù e brezhoneg e Karaez da-geñver tro Bro-C'hall.

Dimeurzh e oa Kristian Troadeg ouzh mikro Frañs Bleu Breizh Izel, laouen-kenañ da zegemer an darvoud sportel etrevroadel.

"Pegement e koust degemer anezhañ ?", eme ar c'hazetenner. "Ker, ker-tre " a respont maer Karaez. "Ya, met pegement ? ", a c'houelnnasas en-dro paotr ar radio.

"75 000 euro, ha 25 000 euro ouzhpennet gant an ti-kêr c'hoazh, evit degemer an dud war un ton brav. Ni Bretoned, a zo marc'h kaoc'h" ...

'vefe ket "marc'h al loc'h", kentoc'h ?