180 vues

Gwelloc'h eo plas ar brezhoneg e skritelloù ar festival, met evit kinnig an abadennoù avat...

Komz brezhoneg, suis-alamaneg, asturianeg … er festival ?

E straedoù an Oriant e vez klevet meur a yezh : ar galleg, da gentañ, met a bep seurt yezhoù ivez : saozneg, nederlandeg, alamaneg…. Setu neuze ul lec’h dispar evit keñveriañ ar yezhoù : e takad ar gomz hag ar c’hengred, un daolenn vras a zo da glask bemdez, gant gerioù tost a-walc’h evit ar yezhoù keltiek. Bemdez e veze leuniet an daolenn gant sikour paotr Asturias a leunie gant e I-phone (hezoug, pe « portab ») evit ar gallaoueg, anavezet gantañ mignoned bro C’hallo.

E-pad pemp devezh, e Tachad ar gomz hag ar c’hengred e oa un abadenn gant Radio Bro Gwened gant kanerien ha sonerien ar festival da 5e15, war eeun war al leurenn gant Erik Menneteau, Roderig ha tud ar skipailh.

Mod all, e tachad ar gomz atav, kinniget oa bet d’an dud c’hoarioù evit dizoleiñ ar yezhoù keltiek, hag ur stal evit dizoleiñ ar brezhoneg a oa kinniget c’hwec’h gwech gant skolioù Diwan Kemperle hag an Oriant. Anvioù lec’h hag anvioù tud, goul’ peadra da evañ e tavarnioù ar festival, ar mixing etre brezhoneg ha galleg (les « bretonnismes »), chaseal haiku a zo bet graet ivez, dansal ha kanañ, deskiñ un tamm kreiz,... Etre ugent ha daou-ugent a dud zo bet bemdez, estreget evit an haiku... gant pevar den hepken, met brav e oa an disoc’h !

Gant Mignoned ar brezhoneg e oa bet kinniget « stalioù flash » e meur a lec’h b’an Oriant ; stad Breizh, liorzh al luzherien, hag e Kae Breizh. Evit an divyezhegezh, ‘oa ket fall, daoust d’an ti-krampouezh Diwan bout unyezhek ! (ur skritell vras gant "crêperie" e lizherennoù bras, met "ti krampouezh" ebet !)

Abadennoù e brezhoneg, evel hini Janlug ar Mouel ha Yann Fanch Kemener... kinniget e galleg, siwazh deomp. 'Benn bloaz e vefe mat d'ar festival kinnig an holl abadennoù C'hoariva meur, Tachad ar Morlu, ha Palez ar C'hendalc'hioù e yezh ar vro. Piv zo prest da c'houlenn diganto ? Ul lizher sinet gant meur a gevredigezh ?

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...