Ha ma vefe Internet ur chañs divent evit ar brezhoneg ? Aes da implij, marc'hadmat, hag a lak ar vrezhonegerien da eskemm er bed a-bezh.

Barrek ar Vretoned ! Gant Wikipedia int deuet a-benn da lakaat ar brezhoneg da vezañ an 40vet yezh implijet ar muiañ. Gouest eo bet Lionel Buannic da lakaat war Internet un "talk-show" a bad abaoe pemp bloaz, krouet oa bet gant Dizale filmoù a zo bremañ war ar rouedad. Bremaik, kazetenn Internet ar gazetenn paper Bremañ a gendalc'h gant e hent, Gant Kaouenn.net e vez skignet ur bern filmoù, deus bro Dreger dreist-holl. Gwagenn-TV asambles gant Kanal Ti Zeff a zo bet efedus ken ken e festival Douarnenez, kroget oa bet gant an ABP seizh vloaz 'zo en galleg, daou vloaz zo e brezhoneg, blogoù a zo ivez, e leizh ...

Poent eo d'an holl dud a zo o labourat war an dachenn-se en em gavout ba Karaez evit mont war raok (penaos ober ur gazetenn en linenn digoust gant kazetennerien a-vicher ? Ha posubl eo krouiñ ur "Rue 89" pe ur "Mediapart" e brezhoneg ?

Troet e vo an tabut e galleg gant Sten Charbonneau.

M'ho peus c'hoant kemer perzh evit kinnig ar blog, TV, ... e c'hellit mont e darempred gant Yann Peillet : 06 61 44 67 72

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...