Ur blog nevez, gant skeudennoù, skridoù ...

Ur blog nevez, gant skeudennoù, skridoù ...pedet e Taol Kurun sur a-walc'h a-benn nebeut !

"Skrivañ, e brezhoneg, un dra n'eo ket bet skrivet james e dornlevrioù ar skol, ha ne vez ket lavaret morse gant an dud zoken, gant ar re yaouank e karantez gant unan bennak, dre ziouer a skiant-prenet, a draoù bevet… sapre klaoustre !

Ouzhpenn da se, seurt lennegezh… skrivet gant merc'hed ? Anais Nin, Virginia Woolf, ya, met e bedig bed ar brezhoneg ? Ninnog gant Ar forzhioù a gomz ? Goulwena gant he zeulfilm Korf ha Korf ? Afer ar baotred eo al lennegezh vrezhonek, ha poent eo cheñch penn d'ar vazh, evel e bro Euskadi, 'giz ma oa bet lavaret n'eus ket pell zo gant Miren Aterxte 'ba Karaez. Strafuilhet gwazed Euskariz o welout merc'hed trec'h e Bertsulari, o skrivañ muioc'h-mui en o yezh, ha diwar-benn o bed dezho…

Daou vignon din a lavare e vefent prest da zeskiñ brezhoneg ma c'hallfent c'hoari koukou e brezhoneg. Arguzennoù toull ? N'eo ket sur… Pa vez mesket plijadur, traoù hiniennel-tre, gant ar brezhoneg, n'eo ket mui yezh ar skol, al labour, ar striv, met yezh ar blijadur...

Ha just a-walc'h eo « plijadur » anv al lec'hienn-mañ. Plijadur digoust, ekologel, simpl : plijadur ar c'horf hag an ene. Ha fent ivez, dre ret. Karantez ha plijadur, etre ur plac'h hag ur paotr, etre div blac'h, plijadur o lenn hag o skrivañ, oc'h eskemm hag o c'hoarzhin…

Plijadur deoc'h, lennerezed ha lennerien gaer neuze !"

evit gouzout hiroc'h ; http://www.plijadur.net/index.html

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...