
Haïkus inédits en breton de Mai Ewen
. . Garm ar chadenn Stok ar seilh ouzh ar varlenn - Lonkadenn dour sklas. . .
Niverus an diri koad pignet difonn war-zu mousc’hoarzh ma mamm. . . Harlu miz Du – Stag ouzh skourr ar magnolia un delienn gistin.
. . Al liorzh frondus ‘n em lez da greviñ – Nijet kuit al liorzherez. . .
Prenestroù ar sell melezour an ene – Perak ken du da hini ? . .
Nozvezh a gabaduilh – Distro mintin an targazh grafignet e lagad. . .
Bannoù an heol Flistret dre ar stalaf – Ur gouloù-deiz a spi. . .
Gwennder ar spern du hejet-dihejet ‘n avel – Promesa polos. . .
Souden ur barrad – E daeroù ur yeotenn Sked ar seizenn-c’hlav. . .
Ar ranig rous war delienn al loa-zour ‘ c’hougous d’he amourous . .
. . . Mai Ewen vit à Rédéné. Poète, elle écrit notamment des haïkus (courts poèmes japonais) en breton. . (Nous remercions Mai Ewen de transmettre aux lecteurs d'ABP ces haïkus inédits) Bio Mai Ewen à découvrir http://editionsws.cluster011.ovh.net/les-poetes/mai-ewen/ Sur Wikipédia https://br.wikipedia.org/wiki/Mai_Ewen Vidéo Skrivagnerien –Mai Ewen http://www.brezhoweb.com/video/skrivagnerien.98/skrivagnerien-mai-ewen-401841.html
Commentaires (1)