Gant ur pezh mell fest-noz e vo skoazellet ar presbital kozh en arvar da vezañ gwerzhet. Ma ne c'hellit ket dont, kit war al lec'hienn evit skoazell anezho.Evit ma ne vefe ket labour ur skipailh efedus ha youlek o vont da get.

Setu bremañ pevar miz m'eo bet roet lañs d'ar souskripsion ha tremen poent eo trugarekaat ar re o deus roet arc'hant evit ar Presbital Kozh. Evit a sell deus ar c'hevredigezhioù emaomp o kregiñ da c'houlenn sikour gante, setu n'int ket gwall niverus evit poent, met war gresk buan e yay an niver deusoute mechañs !


N'eo ket echu ar stourm evit ar Presbital Kozh e Landelo : ur fest-noz vras a vo aozet gant ar c'homite skoazell d'ar 4 a viz Kerzu 'ba sal Penn ar Pont er c'hastell-Nevez ar Faou, gant sonerien ha kanerien deus ar re wellañ :

Re an Are ; Avel ar Menez ; Diroll ; Lors Jouin/Eric Menneteau ; Irvoas Tad ha Mab ; Lors Landat/Manon Le Querler ; Branellec/Mer ; L'Haridon/Madec ; Poulmarc'h/Lozac'h ; Riou/Flammer.

Deuit niverus da skoazellañ ac'hanomp. Moaien vo deoc'h reiñ arc'hant evit ar Presbital Kozh e-pad ar fest-noz, dre leuniañ paperoù souskripsion.

Evit goût hiroc'h, kit da daoler ur sell war blog ar c'homite skoazell :

http://comitedesoutienakanandouar.hautetfort.com/

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...