Put your name here

E penn Kan ar bobl Pondi, ar burev : gant Mireille, an aotrou Durassier, prezidant, Cecile hag an aotrou Fillon !
E penn Kan ar bobl Pondi, ar burev : gant Mireille, an aotrou Durassier, prezidant, Cecile hag an aotrou Fillon !
Annonce
Pondi : prest eo rummadoù Kan ar Bobl lec'hel da zegemer an arzourien !
Strolladoù bugale, tud a gan, strolladoù sonerezh, konterien, kerent ha bugale familh, ... peadra a zo da zegemer e pep lec'h e Breizh arzourien a lak sevenadur Breizh e dilhad Sul !
Annonce de Kerne Multimedia

Publié le 8/01/23 9:29 -- mis à jour le 08/01/23 09:29

Strolladoù bugale, tud a gan, strolladoù sonerezh, konterien, kerent ha bugale familh, ... peadra a zo da zegemer e pep lec'h e Breizh arzourien a lak sevenadur Breizh e dilhad Sul ! Pondi, ti an holl, disadorn. Ur pemzeg bennak a dud, o tont eus Brasparzh, Plemet, Lokoal, Kemperle, Rostrenn... oa deuet evit tapout skritelloù, traktoù, ha nevezinti Kan ar Bobl 2023. Reolennoù evit ar juri, mont en dro pep rummad (kan, kont, sonerezh), met ivez, evit an 50vet deiz-ha-bloaz, mennozhioù fentus. Ret e vo da bep hini klask envorennoù tremenet (enrolladennoù, videoioù, fotoioù...) hag ober ul liamm etre penn kentañ an abadenn ha bremañ. Lakaat Dir ha Tan ha la Mirlitantouille da zont en dro ? Pediñ merc'hed an Eurovision, kroget ganti ar "vicher" o konkouriñ meur a wech war leurennoù Kan ar Bobl Pondi ? Neuze, kit e darempred gant kan ar bobl ho pro ha war lerc'h kit da Bondi evit lidañ nerzh ar sevenadur hengounel, poblek, kenkoulz gant tud bro gallo ha tud Breizh Izel !

evit gouzout hiroc'h :

www.kan-ar-bobl.bzh

06 81 99 43 35

Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimedia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.