
Noz kent saloñs al levrioù Pred okitaneg ha fest noz D'ar Sadorn 10 a viz Du 2012 e Plugüen Bro Okitania an hini eo a vo pedet ar bloaz-mañ evit Saloñs
Noz kent saloñs al levrioù Pred okitaneg ha fest noz D'ar Sadorn 10 a viz Du 2012 e Plugüen
Bro Okitania an hini eo a vo pedet ar bloaz-mañ evit Saloñs Liesyezhek al Levrioù evit ar Vugale d'ar Sul 11 a viz Du 2012 e Plugüen. D'ar Sadorn 10 a viz Du d'an noz e vo ur pred mod Okitania hag ur fest noz da heul. Aozet e vo ar pred gant « Unan Daou Tri », Kuzul Skoazell Skol Diwan Plogastell.
Roll ar meuzioù : Kir Breizh-Occitània Soubenn Pistou Ragoud mod Provañs Dienn-skorn nougat gant chugon
Kaset e vo ar fest-noz a-benn gant Termajik, Trigoudi ha Buzhug adalek 9 eur noz. Pred + Fest-noz : 15€, hag 8€ evit ar vugale dindan 12 vloaz. Fest-noz : 6€.
Evit dont a-benn, e lakomp ar rakprenañ e plas adalek bremañ. Vincent Rouxel 06-32-29-57-32
Trugarez da skignañ ar c'heloù-mañ. Amañ stag ar follenn-brudañ.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !