Na laouen ar vrezhonegerien !

Piv a oar e oa bet nac'het ar Prizioù gant tud evel Goulc'han Kervella pe Bernez Tangi, o lakaat Goulwena an Henanff diaes, ar bloavezhioù paseet ?

Piv en deus klevet e oa bet Riwall Huon e-pad saloñs Gwened enoret evit e romant "ar marc'h glas" o c'houlenn e vefe eskemmet e priz ("croisière" chik ha cheur, a dalveze 5000 euro) gant ur sammad arc'hant da reiñ da Ziwan ? Trouz ebet er c'hazetennoù, fulor maer Gwened ...

Ha laouen ar vrezhonegerien ? Ya, re Naoned sur, an abadenn nemeti e brezhoneg o do e-pad ar bloavezh war frans 3 ... eo just a-walc'h hini ar Prizioù !

Gant un eurvezh ha kard e brezhoneg bep sizhun n'eo ket brav plas ar brezhoneg war ur skinwel rannvroel a zo bremañ "Rannvro ar C'hornog : Frañs 3 Ouest", da lavarout eo echu gant Breizh. Na laouen ! Nag eurüs !

Dre chañs e vez radioioù, kalz marc'hadmatoc'h a ra ur sapre labour evit ar yezh. Muioc'h mui a dud skiant prenet, gant ul live yezh o kreskiñ, abadennoù liesseurt. Gant ma vo dihunet mat selaouerien hag arvesterien bedig bed ar c'hleweled e brezhoneg e Breizh ...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...