Publié le 22/05/12 0:54 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Distrig Ar Faoued a wint e chouanerezh.
E 1795, Breizh a-bezh, nemet Penn-ar-Bed, a wint e chouanerezh. Daoust ma chom poblañs ar gêrioù dre vras a-du gant an Dispac'h, poblañsoù ar maezioù a ya da vezañ niverus da souten strollad an enepdispac'h. E distrig
Ar Faoued - a zo dre vras "Bro ar Roue Morvan" a-vremañ -Ar Faoued ha Gourin a zeu buan div enezig republikan e-lec'h ma yay da repuiñ buan brogarourien ar vourc'hioù tro-war-dro a zo ankeniet gant o surentez.
Goude ar virvidigezh hollek enaouet gant uhelvenozioù Dispac'h 1789, ken kreñv eo an didouellegezh e-keñver ar spioù cheñchamantoù. E bro Gourin e vo sturiet an emsavadeg gant daou penn kozh ar velestradurezh republikan :
Nicolas-Yves Le Clech, a zo bet maer Langoned e 1791-1792, ha François Breban, izel poellgor an Dispac'h e 1794. Penaos displegañ eo bet cheñchet an traoù kement-se?
Neuze, ar Chouaned, hiraezhus ar Renad kozh pe difennerien librentezioù Breizh gourdrouzet gant ar Republikaned?
Pedet eo bet Pierre-Yves QUEMENER, istorour a-youl-vat e Kaieroù ar Poc'hêr ha Jean KERGRIST, oberour al levr "Qui a tué Poulain Corbion?" gant An Ti Glas da zivizout d'ar goulenn-se.
Prezegenn An Ti Glas
ar Chouanerezh
D'ar Gwener 8 a viz Mezheven da 8e30
Loñjer Tronjoly e Gourin
- Utiliser le breton en dehors de l'école ? - 4 Munud e Breizh par BREZHOWEB le 19/01/2023
- Katell Chantreau: treuzkas ar brezhoneg er familhoù par J-L Le Floc\'h le 14/01/2023
- Galv an UDB : al leve da 64 vloaz, follentez ! par Kerne Multimedia le 14/01/2023
- Kroget eo koulzad nevez Foeterien war Brezhoweb ! par BREZHOWEB le 09/01/2023
- Bloavezh mat d'an holl gant sonerezh, dañs, plijadur ! par Kerne Multimedia le 02/01/2023
- Pennadoù lennet an aliesañ war an ABP par Kerne Multimedia le 30/12/2022
- Des films d'animation en breton pour toute la famille sur Brezhoweb ! par BREZHOWEB le 23/12/2022
- "Les couilles de l'âne", une histoire drôle en breton ! par BREZHOWEB le 09/12/2022
