Prest da lammat war al leurenn ? Prest da ijin war ar prim enklaskerien polis pe tud drol o klask o hent e boelloù un den ? Setu an doauroù nevez o deus dizoloet ar stajidi e Kemper.

Daouzek den bodet tro-dro da Nikolas Amaury. C'hoarioù, fiñvadegoù, peadra da lakaat an dud da vezañ dihunet mat ha da zeskiñ disoñjal o "ego" evit gallout ijin war ar prim gant ur skipailh.

Livañ ar jirafenn, kribañ blev ur maligorn ramzel ? Kudenn ebet. Lammat etre an heol hag al loar ? Sevel un deltenn evit ar chas, derc'hel sac'h e wreg o welout anezhi o tañsal gant ur paotr all ? Netra aesoc'h evit ar c'hwec'h plac'h hag ar c'hwec'h paotr deuet eus Kastell-Paol, Naoned, Fouenn, Brest ... evit prientiñ ar pezh a vo kinniget d'an arvesterien e Kawan.

Goude merenn, goude poelladennoù tommañ a bep seurt, o deus staliet ar sal, ur seurt tachenn c'hoari (ur poull riklañ e Kebeg). Reolennoù strizh a zo. Ret eo c'hoari en ur ganañ, o veskañ ar skipailhoù, gant temoù a bep seurt : "en ul lec'h teñval, mab tud paour, ar yar melen ..."

Plijadur zo bet, ha rannet eo bet ar strolladoù e div lodenn. Skipailh an Hanternoz a bleustro ur wech ouzhpenn a-raok Gouel broadel ar brezhoneg e Kawan, ha skipailh ar C'hreisteiz a raio memestra. Neuze, deuit niverus da zibab peseurt skipailh a vo an hini barrekañ e Kawan d'ar Sadorn da beder eur !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...