Divizet eo bet gant an ti-kêr Karaez kinnig ur priz evit un danevell skrivet e brezhoneg. 1500 euro a vo roet d'an hini ez aio ar maout gantañ. Un doare

Divizet eo bet gant an ti-kêr Karaez kinnig ur priz evit un danevell skrivet e brezhoneg. 1500 euro a vo roet d'an hini ez aio ar maout gantañ. Un doare evit ti-kêr Karazez da vroudañ ar skrivagnerien hag emichañs ar re yaouankañ, treut ar peuriñ ganto a-wechoù.

An danevell a ranko bezañ bet embannet en ul levr pe en ur rollenn lennegel bloavezh ar saloñs, pe bezañ nevez-savet ha kinniget gant un ti-embann. Reolennoù resis ar priz a vo kavet war lec'hienn an ti kêr a-benn nebeut : http://www.ville-carhaix.com/

Priz kentañ ti-kêr Karaez a vo roet da vare gouel al levrioù, da lavarout eo e dibenn-sizhun diwezhañ miz Here 2010. An danevelloù a ranko bezañ kaset da ti-kêr Karaez a-raok ar 15 a viz Mezheven.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...