Armel Ar Sec\'h  Maina Mallejac ha Corinne ar Mero
Armel Ar Sec\'h Maina Mallejac ha Corinne ar Mero

Avel nevez gant skridoù a bep seurt, skrivagnerien gozh ha re yaouank.

E Kemper, disadorn, e oa bodet Maina, Armel, tad Carl ha kelenner tri skolajiad o doa savet holl un danevell dibabet gant ar juri evit Priz ar Vugale a zeu.

A wech kentañ eo gwelout kement a dud yaouank o kinnig skridoù, mennozhioù e-leizh ganto. A-drugarez da Vai-Ewen, Goulc'han Kervella, Pierre-Emmanuel Marais, Mich Beyer a zo deuet da welout anezho ha da sikour ar re a felle dezho mont pelloc'h dre ginnig ur skrid peurechuet. A-drugarez ivez d'ar "reizherez", Corinne ar Mero he deus sikouret kalz anezho.

Ar pevar istor ?

  • "Sorserez eo Mamm-gozh" ma konter istor ur paotrig, o vont da vakansiñ da di e vamm-gozh. Met n'eo ket un ti evel ar re all : ur vran ha kazh an ti a vez o tabutal ingal ... ha troioù-hud a reont ivez ! Skrivet gant Maina Mallejac, sot gant Harry Potter hag istorioù strobinellerien.
  • "Ar sarpant bihan": skrivet gant Armel ar Sec'h, a blij dezhi mojennoù Breizh ha Mor Breizh. Setu un aerouant o sellout ouzh tud o pourmen war an aod.
  • "Den bleiz", skrivet gant un den yaouank, ma kont istor ur paotr sot gant ar c'hoarioù video. Met un deiz e teu un den bleiz da strobinellañ e familh a-bezh. Penaos mont maez eus ar wallhuñvre-se ?
  • "Gerard, an den mat", skrivet gant tri skolajiad eus ar Releg Kerhuon : diaes eo d'an harozez bevañ gant mignon he mamm, sotonioù, troioù kamm a vo c'hoariet dezhañ ganti. Met tamm-ha-tamm e seblant Gerard bezañ un den mat ...

Evit gouzout hiroc'h : 02 98 71 74 94 / 06 79 14 96 87

Kaset e vo an holl ditouroù d'an holl skolaerien e fin miz Eost.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...