Skol Diwan ar Faou, e traoñ iliz Rumengol. Un ti-kêr deuet da vezañ ur skol Diwan, hag e-barzh klas Valerie Trefles, skrivagnerien Priz ar Vugale.

Gant div skolaerez, an holl liveoù ganto ha gant ur skoazellerez a Gatalunia e oa bet degemeret tri skrivagner Priz ar Vugale. O labourat en ur skolaj e oa Yann-Fanch Jacq digwener. Mat e vije bet dezhañ bout aze koulskoude...

Kroget e oa an abadennig e savadur "Aljeco" kozh ivez, met leun a vuhez en diabarzh, posterioù, kaieroù "lennegezh" treset ha livet brav gant ar skolidi. Goulennoù a bep seurt savet gant ar vugale ouzh an tri skrivagner deuet da welout anezho. Setu un nebeud respontoù graet gant ar skrivagnerien.

  • Pegoulz 'peus kroget da skrivañ ? Er bloaz paseet, goude ur staj gant Stumdi, hag evit pleustriñ gant ar brezhoneg. Plijour a ra din kalz lenn, hag ar c'hleñvedoù spered, eme skrivagnerez "Bleunioù e-leizh".
  • Pet levr ho peus skrivet ? N'ouzon ket re... Dek, pemzek ? Barzhonegoù, pennadoù a zo bet embannet e kazetennoù evel Al Liamm, pe Brud Nevez, ... eme Jakez-Erwan.
  • Peseurt levr eo, hervezoc'h, an hini gwellañ e-touez an holl re ho peus skrivet evit ar youankizoù ? "Katrina", a respont Jakez-Erwan, "An tri fenn melegan" ha "Nedeleg laouen" a ouzhpenn Mai-Ewen.

Bugale aketus ha gouest da ezteurel o soñjoù. Laouen-kenañ e oa ar skrivagnerien o welout penaos oa bet lennet o levrioù.

Votet oa bet gant 100 bugel eus 9 skol (6 skol Diwan, 2 skol bublik, 1 skol brevez). Aet eo ar maout gant Yann Fanch Jacq ("an dilojañ"), heuliet a-dost (ur vouezh diforc'h) gant Mai Ewen ("Me Nana Marina". An trede plas a zo aet gant "D/Tangi hag ar merien" (Jakez-Erwan Mouton) hag ar pevare hini gant "Bleunioù e-leizh", skrivet gant Delphine Primault.

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...