10 romant kinniget evit 747 skoliad, skolajiad, lisead e 25 lec'h disheñvel

Poent eo echuiñ da lenn an 10 romant kinniget d'al lennerien yaouank gant ar gevredigezh fea hag embannet gant Keit Vimp bev evit an navvet gwech e 2012.


Tostaat a ra votadegoù gant ar vugale hag ar re yaouank er skolioù, skolajoù ha liseoù. Neuze eo bet lakaet daou emgav evit lidañ Prizioù 2012 :


Priz ar Vugale

D'al lun 4/06 da 10e30 e skol Diwan Tregon gant ar re CE2/CM2

Diaes e vo dibab etre "Ur sorserez eo mamm-gozh", "Den bleiz", "ar sarpant bihan" hag "ar Guzhiadell" (Maina Mallejac, Carl Diekman, Armel ar Sec'h, Alan le Faouen)


Priz ar Yaouankiz

D'al lun 11 da 2e goude merenn e Skolaj Henri Wallon, Lann er Ster (e kichen an Oriant). Dibab ar re e 6vet/pevare a vo start : "Tamasheq", "Iskisat breur bihan" pe "Dorn Dir" (Paskal Hervio, Anthony Renaudin, hag Erwan Billant). Hag evit ar re Drede/Termen : "Balafenn houarn", "Kroaz Hent", pe "Tramor son ha ton" (skrivet gant Katell CHantreau ha Patricia Legrand-Peoc'h, Mai Ewen, Moran Dipode, Milena Krebs, Frank Bodenes).


Hag evit ar re o deus raktresoù skrivañ evit 2013, chom a ra betek d'an 8 a viz Mae evit kas ho skridoù ! (mankout a ra skridoù evit Priz ar Vugale dreist-holl)

da gas da afea@laposte.net

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...