90 vues

E saloñs al levrioù e vo prest ar pevar levrig Priz ar Vugale, skrivet gant Myriam Guillevic (pennad kentañ en enrolladenn a gevret), Marie-Françoise Castric, Laurence Lavrand, Pierre-Emmanuel Marais

E saloñs al levrioù e vo prest ar pevar levrig Priz ar Vugale, skrivet gant Myriam Guillevic (pennad kentañ en enrolladenn a gevret), Marie-Françoise Castric, Laurence Lavrand, Pierre-Emmanuel Marais.

Penaos kemer perzh gant ho klasad ? O lakaat hoc'h anv e Keit Vimp bev dre bostel pe dre lizher. Mod-se ho po ar pakad da gas en dro d'ar skol war lerc'h. Goude c'hwec'h miziad lenn gant ho klasad, e c'hell ar vugale votiñ evit o levr muiañ karet. Hag ar skrivagnerien a vo laouen d'ho kwelet. Pierre Emmanuel kentoc'h e bro Naoned, Myriam e bro an Oriant ha Gwened, ha Laurence e bro Kemper.

Tri istor hanter faltazius hanter gwir (korriganed, tud kevrinus e kreiz Paris...) hag unan tost ouzh ar bed gwirion gant Gaza ha bro Euskadi...

Al levrioù :

  • Prizoniad ar gorriganed, Laurence Lavrand ;
  • E kef ar wezenn velen, Myriam Guillevic ;
  • Gaza, Pierre-Emmanuel Marais ;
  • An tad eizh brec'h, Marie-Françoise Castric.

Embanner : Keit Vimp bev, Laz

Evit lakaat hoc'h anv, ha gouzout penaos gourc'hemenn anezho, sellit ouzh ar pezh stag.

Documents liés

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...