Ur priz roet gant ar vugale d'ar skrivagnerien. Un digarez evit ar skolaerien da lakaat ar re vihan da lenn e brezhoneg istorioù skrivet evito.

Evit ar pedervet gwech e vo kinniget d'an holl skolaerien rummadoù divyezhek Breizh (Dihun, Divyezh, Diwan) pevar levrig da lenn. Aozet e vez ar priz-se gant ar gevredigezh fea, deus An Arzhanaou.

Istorioù a gont un dra c'hoarvezet d'ur paotr pe d'ur plac'h a oad gant al lennerien yaouank, skrivet gant pevar skrivagner (tri anavezet mat dija : Jakez Erwan Mouton, Mai-Ewen, Yann-Fanch Jacq, hag ur skrivagnerez nevez, Delphine Primault).

Tangi a blij dezhañ c'hoari gant ar merien. Met un devezh deuet eo a-vent ganto, ha sikouret en deus ar rouanez da vezañ trec'h wa e enebourien ("Tangi hag ar merien"). Nana Marina a zo aet skuizh da vevañ etre ti Mammig ha ti Tadig, hag un nozvezh dibab a ra cheñch ti e kreiz an noz. Nag a boan ! ("Me Nana Marina"). Klañv eo ar plac'hig, met petra a zo c'hoarvezet e-barzh an ti a zo ken didrouz, ken sioul ? ("Bleunioù e-leizh"). Div vignonez, un dilojañ. Ha diaes eo derc'hel gant ar vignoniezh pa vez ken pell an eil d'eben ? ("An dilojañ").

Mont en dro ar priz ? Gourc'hemenn ar pevar levr (unan dre vugel, pe rummadoù evit ar c'hlas) da Geit Vimp bev. Dont da gerc'hat anezho e saloñs Karaez. Lakaat ar vugale da lenn anezho. Implij ar CD profet gant testennoù ar pevar levrig lennet gant Sten Charbonneau. Lakaat ar vugale da dabutal war al levr o deus karet ar muiañ. Pediñ ar skrivagner da zont er c'hlas. Votiñ. Kas an disoc'hoù. E miz Even e vez roet ar prizioù d'ar skrivagnerien en ur skol, disheñvel pep bloaz.

Evit gouzout hiroc'h : PDF gant al lizher evit ar skolaerien, ha lec'hiennoù Internet : http://keit-vimp-bev.info/priz-ar-vugale_br.html ha http://afea.free.fr/pages/lenn_pay_2010.htm

Documents liés

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...