Ha Priz ar Yaouankiz 2010 eo ...

Setu Gwenvred Latimier-Kervella, Kristian ar Braz, Mark Masson, Dominig Jolivet, Riwanon Kervella... ha liseidi Karaez o eskemm devezh Prizioù ar Yaouankiz.

Lise Karaez, leun chouk ar sal 112, pemp skrivagner, ur c'helenner, Mark Masson, hag ur strollad liseidi aketus. Kontet oa bet dezho istor ar priz ganet e 2004 war intrudu ar gevredigezh fea, ha gant sikour ar C'Huzul meur Penn ar bed, ar Renerezh Yaouankiz ha Sportoù, ha gant an ti-embann Keit Vimp Bev.

Lise Karaez, leun chouk ar sal 112, pemp skrivagner, ur c'helenner, Mark Masson, hag ur strollad liseidi aketus.

Kontet oa bet dezho istor ar priz ganet e 2004 war intrudu ar gevredigezh fea, ha gant sikour ar C'Huzul meur Penn ar bed, ar Renerezh Yaouankiz ha Sportoù, ha gant an ti-embann Keit Vimp Bev. E c'hwec'h bloavezh e oa bet embannet 52 levr, 13 titr evit re ar c'hentañ derez (CE2/CM2) ha 39 titr evit ar re a zo e skolaj hag el lise. 750 vot, 10 skolaj ha lise, deus Kemper, Lesneven, Plijidi, Gwened, Ar Releg, Brest, Gwiseni... o deus dibabet ar re o deus plijet dezho ar muiañ.

Levrioù evit ar baotred ? Kizidikoc'h eo ar merc'hed ? Daneveloù a blij dezho : "n'eo ket ken hir da lenn, aesoc'h eo evit heuliañ an istor ..."/ Met memestra eo romant Kristian ar Braz a zo bet trec'h, gant tost 62% eus ar votadegoù. Evit ar skolajoù eo un istor faltaziek gant un arrozez o erruout war skramm urzhiataer ur Geek a zo bet dibabet (44% eus ar votadegoù).

Displeget e oa bet en un doare brav e oa ret "krediñ skrivañ" gant Riwanon Kervella. "Tud zo e pep lec'h e Breizh a c'hell sikour ac'hanoc'h da zifaziañ ar yezh, met ar pep pouezusañ eo kontañ istorioù brav, rein boued da vezañ lennet d'ar re all ... e brezhoneg".

Setu an disoc'hoù

Priz ar Yaouankiz ar Skolajoù (6vet/pevare)

1- Evit sikour Eleonor, Yann-Fañch Jacq

2- Abati an Aon, Pierre-Emmanuel Marais

Priz ar Yaouankiz al Liseoù (trede/lise)

1- Kest, Kristian ar Braz

2- Un, div, teir, Awen Kerin

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...