Loreidi Prizioù dazont ar brezhoneg 2015
Loreidi Prizioù dazont ar brezhoneg 2015

Roet e oa bet Prizioù dazont ar brezhoneg d'an 23 a viz Genver 2015 e Logunec'h. EMBREGEREZH : Priz kentañ : Naoned Eyewear, lunedour e Naoned (lec'hienn e brezhoneg, un anv brezhonek

Roet e oa bet Prizioù dazont ar brezhoneg d'an 23 a viz Genver 2015 e Logunec'h.

EMBREGEREZH : Priz kentañ : Naoned Eyewear, lunedour e Naoned (lec'hienn e brezhoneg, un anv brezhonek da bep re lunedoù). Eil Priz : Aplud, a grou c'hoarioù e brezhoneg (dudi, da sikour an dud da zeskiñ brezhoneg). Trede Priz : Instant Gestion en deus krouet ur meziant evit fichennoù-pae e brezhoneg.

KEVREDIGEZH : Priz kentañ : Lusk, un ti skoazellerezed-mamm ma vez komzet brezhoneg d'ar vabiged. Eil Priz : EduBreizh, kelenn brezhoneg dre ar Genrouedad, bet krouet ar c'hentañ MOOC evit ar brezhoneg. Trede Priz : Ya-ouank, lec'hienn-berzhiañ evit ar re yaouank.

LEVR FALTAZI : Priz kentañ : Bili er mor, danevelloù gant Annie Coz (Emb. Skol Vreizh). Eil Priz : En-dro d'al lenn-vor, danevelloù gant Jef Gedez (Emb. Al Liamm). Trede Priz : Ar pezh a blij din, levr evit ar vugale gant Soaz ha Saig Pouldu, skeudennaouet gant Noémie Lassalle (Emb. An Alarc'h).

PLADENN KANET E BREZHONEG : Priz kentañ : N'int ket deuet a-benn da ziwriziennañ ac'hanomp..., Rhapsoldya (Emb. Paker Prod). Eil Priz : Koumoul du, gant Jakez & Bleuenn ar Borgn. Trede Priz : Takenn Dour, gant Arneo (Emb. Compimusic/Coop Breizh RFI).

KLEWELED :Priz kentañ : An dianav a rog ac'hanon, sevenet gant Avel Corre - Tita Productions. Eil Priz : Malo, sevenet gant Benjamin Botella, skrivet gant Géraldine Berry hag Etienne Strubel - JPL Films. Trede Priz : Anavezout Breizh, savet gant Jean-Jacques Monnier hag Olivier Caillebot - Skol Vreizh.

STROLLEGEZH FORAN : Priz kentañ : Mirdi ar paludoù-holen, e Bourc'h-Baz, brezhoneg par-ouzh-par gant ar yezhoù all er bonnoù etreoberiat.

BREZHONEGER AR BLOAZ : Priz kentañ : Herve Sebille-Kernaudour, renet gantañ embannadur geriadur brezhoneg Treger-Goueloù Kerne-Uhel Frañsez Vallée (Emb. Kuzul ar brezhoneg). Eil Priz : Monique Gentil, kengrouet “Mammigoù” gant div vaouez all, un ti skoazellerezed-mamm ma vez komzet brezhoneg d'ar vabiged. Trede Priz : Quentin Morvan, bet lakaet gantañ e brezhoneg kanaouenn hollvrudet “Get lucky” krouet gant ar strollad Daft Punk ha graet berzh war ar Genrouedad.