Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 34

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 34 bloaz :


D'ar Merc'her 12 a viz Here 2011

Adalek 6 eur 30 noz

E « L'Archipel », sal « Al Loc'h »

29170-FOUEN

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h evit respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Fouen evit klokaat kinnig Diwan e Kreisteiz Penn-ar-Bed.


Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi

06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69

sonia.zaoumi@diwanbreizh.org

Documents liés