Les Ramoneurs b'ar c'hraou

Fall ar son, trouzus, met ret e oa kelaouiñ ac\'hanoc\'h !

Piv en dije lavaret e vefe unan deus ar strollad brudetañ e Breizh hiziv an deiz ? Les Ramoneurs, kaset gant Lorañs, pebezh nerzh war al leurenn !

Heol dirak ar c'hoop Breizh, festival etrekeltiek, straed ar porzh en Oriant. Laouen ar skipailh Ramoneurs gant Soig Siberil da sinañ ar bladenn nevez deuet er maez.

Ha setu Momo o tisplegañ pelec'h e vo an abadennoù o tont, goude 15 devezh vakansoù e kreiz an hañv (peseurt soner a c'hell ober seurt traoù e kreiz an hañv ? Int), setu ar gomperien o labourat start betek fin an hañv.

Gwelet et vo anezho e pep lec'h, gwelet int bet a-hed ar redadeg o kanañ gant ar vugale “Redek evit ar brezhoneg”e miz Mae. E pep kêr e veze klevet ar sonenn vrav a oa bet kompozet gant David ar Gall.

Emgav neuze evit an holl a blij dezho les Ramoneurs, ba Guiskriv, a-benn disul, er c'hraou, gant ul labourer douar “keupoñ” (punk), ha ret e vo skarzhañ kuit a-raok 8 eur, evit ma c'hellfe goro e saout !

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...