-->
Ur 500 den bennak oa bet, é selaou hag é eilgeriañ ar politikerion get begon. Ni, izili ag an UDB en o mesk, bammet dirak kement a jourdoul ha loc'h-bras ennomp àr-un-dro pa oamp bet trugarekaet get ar predegenour.
Strollad broadelour ag an tu-kleiz anezhañ, stourm a ra EA evit ma vehe dizalc'h Bro Euskadi. Ha p'o deus dibabet un hent difeulz eo arvarus an traoù d'ar mare-mañ evite pa ouier emañ é klask Madrid diskar kement strollad a glaskehe mont e darempred get tud Batasuna (strollad politik lakaet da sponterion get stad Spagn ha difennet).
Doc'hpenn-se n'a ket ar PNV, strollad broadelour pennañ bro Euskadi, trema hent an dizalc'hidigezh ha strewet eo an nerzhioù àr-un-dro.