Goude komzoù Françoise Morvan e mediaoù Paris hag e Radio Arvorig, setu Mark o c'hervel an dud da respont asambles

Goude komzoù Françoise Morvan e mediaoù Paris hag e Radio Arvorig, setu Mark o c'hervel an dud da respont asambles :

"RE ZO RE"

"Lennet pe klevet ho peus kaozioù Françoise Morvan diwar-benn ar brezhoneg e L'Humanité, Libération, Médiapart, Radio Arvorig, ha me 'oar petra c'hoazh, re he skoazellerien feal Mélenchon er skinwel, re Daniel Mermet e France Inter, re Eric Conan e Marianne, re un toullad perokeded all war o lerc'h, ... hep ankouaat Michel Onfray, barrek da dwitañ sotonioù evel un itron diboellet etre mogerioù un Elize pe un ego koeñvet bennak."

"Ne skuizhit ket o klevout seurt azenerezh, gant tud ha n'ouzont ger ebet eus ho yezh hag a deu d'ober skol deoc'h ? Gwell a se ! Rak n'eo ket echu ar bloavezh 2014. Kement-se a bad abaoe ouzhpenn 10 vkloaz, gant ar memes tud, ha kenderc'hel a raio keit ma chomimp evel deñved mut da c'hortoz ar gontell emañ ar c'higero lemmañ."

"Un dra a c'hallfemp ober : pediñ an arzourien,skrivagnerien, skolveuridi, kanerien vrezhonek, skiantourien a bep tu, da sinañ ur galv da lavarout ez eo skuizh ar vrezhonegerien hag ar re a labour evit ar yezh, gant ar seurt gwallvruderezh hag e c'houlennont digant ar bolitikerien disklêriañ o enebiezh ouzh ar gevier a vez kontet, ha sevel a-du gant Karta Europeat ar Yezhoù."

"Ur galv? Daou c'halv! Unanevit an arzourien, unan all evit ar c'hevredigezhioù. Evel-se e c'hallo mignoned Morvan dibab etre reiñ o skoazell d'ho mignonez pe d'o yezh. Evel-just e c'hallfe ar c'huzul sevenadurel, ma n'eo ket peurvarv, kemer perzh un tammig."

"Un dra all :lakaat ar Redadeg 2014 da huchal e pep lec'h a-hed an hent « Ro peoc'h d'ar brezhoneg, Françoise, ha serr da veg. » Kement-se a c'hall bezañ danvez ur genstrivadeg sevel kanaouennoù : 1000 euro d'an hini wellañ. An holl arzourien tomm ouzh o yezh a roio o skodenn

evel-just da skoazellañ ar c'hrouiñ en o yezh: neb a gar n'hall ket bezañ re dost ouzh e wenneien."

"Marteze e kavo gwelloc'h renerien ar Redadegpediñ Françoise ha Jean-Luc da redek, war un dro gant o holl mignonedkazetennerien eus Marianne, L'Huma hag all, a c'hallo evel-se embann pennadoù a feson db ar Redadeg,

evel gwir gazetennerien, war al lec'h evit ur wech, hep perokediñ war lerc'h Françoise."

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...