Kroget oa bet ar redadeg e Brest
Diskourioù ha kilometradoù kentañ
500 den asambles evit kregiñ gant avantur bras ar redadeg
500 den asambles evit kregiñ gant avantur bras ar redadeg.
Heol splann hag avel yen, setu an amzer a oa hiziv e Brest. Aozadur direbech, daoust d'an troioù niverus a zo bet a-raok kregiñ gant an hent da vat.
Meur a sonenn ' zo bet skignet, gant tonioù Mark Kerrain, bugale Douarnenez, hini ofisiel gant Dom Duff. Ur brezegenn dispar a zo bet gant Lena, barzhoniel e leiz : an abadenn sportel-mañ eo ivez un digarez evit krouiñ testennoù brav, tonioù dispar.
Evit ar sportourien avat, ret e vo da re o doa poan pleustriñ un tamm c'hoazh : gwelet 'oa bet tud o kerzhout !
Lodenn prezegenn Lena : " Evit se e redomp hag e treuzkasomp en un doare arrouezel ar vazh-test, enni arrouez ur yezh a zo deuet betek ennomp goude 1500 bloaz. Redek 'pad an deiz e reomp, ha redek 'pad an noz, dibaouez. Dindan an heol e redomp, dindan ar glav e redomp, atav hon eus redet ha da viken peogwir ez omp tud pennek, peogwir emañ ar youl, ar yaouankiz ganeomp. Ya, ur mennozh dreist eo ar redadeg. Lavarout a reomp aze trugarez d'ar re o deus ijinet an darvoud-mañ, gourc'hemennoù d'an aozerien, komzomp brezhoneg bemdez : hep brezhoneg, Breizh ebet ".
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !