Stourmet o deus ha stourm a reont c'hoazh. Goude an taol lañs roet da arouez Breizh, kaset e oa bet ul lizher d'ar Rannvro d'an 30 a viz Genver. En aner.

An taol lañs roet gant ar rannvro d'an arouez nevez, "Bretagne", a zo bet graet en ur yezh nemetken, ar galleg an hini eo. N'eo ket brav, hervez Aïta : perak n'eus ket bet ur ger e brezhoneg ?

Ha dezho da c'houlenn ur respont.

Ha gortoz a reont abaoe ur miz dija.

" Muioc’h evit biskoazh he deus ezhomm hor yezh da vezañ gwelet ha lakaet war-wel. Hep an dra-se ne c’hallo ket chom bev ha mont war-raok. Se ‘zo kaoz ‘zo bet choazet gant meur a strollegezh arouezioù brezhonek peotramant en div yezh. Peseurt mod intent ne vefe ket ar C’huzul Rannvro ur skouer d’an holl war an dachenn-se ? Daoust ha n’eo ket modern a-walc’h hor yezh da skeudennaouiñ ur vro yaouank ha nerzhus evel hon hini ? Krediñ a reomp eo hor yezh hag hor sevenadur da gentañ penn o deus stummet skeudenn Breizh a-vremañ; int-i a ra pinvidigezh hon tammig douar hag an dud a zo o chom ennañ, gwriziennet don ha digor war ar bed war un dro. Hag ar re yaouank dreist ar re all a zo stag-mat ouzh an tammoù-se eus hon identelezh. Abalamour da se e c’houlennomp ganeoc’h ma vo roet e blas d’ar brezhoneg en arouez-se, koulz ha war e lec’hienn-vrudañ marque-bretagne.fr, hag a zo e galleg penn da benn betek-hen."

evit gouzout hiroc'h : http://ai.ta.free.fr/spip/spip.php?article325

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...