Skarzhet eus Radio France Bleu Armorique : n'int ket yaouank a-walc'h !

Skarzhet eus Radio France : n'int ket yaouank a-walc'h !

Dimerc'her 'oa bet votet renta-kont an depute Alfonsi gant 625 mouezh, ha 26 a-enep (gall e oa 50% eus ar respontoù-mañ).

Ha digwener, setu Roger ha Fred o klemm : ne gomzint ket mui galloeg war gwagennoù Armorique...

An abeg roet gant ar rener nevez : « plus d'urbanité et moins de ruralité et un peu plus de jeunisme dans les nouveaux programmes ».

Setu, m'ho peus c'hoant da embann eo plas ar galloeg war ar gwagennoù un dra a-bouez, e c'houlenn an daou gomper, konterien brav anezho, a breg ur galloeg direbech, da skoazell anezho.

Bec'h d'ho pluennoù, touchennaouegoù, pellgomzerioù

(02 99 67 43 21, 02 99 67 35 35, 
 responter 08 00 35 22 56), SMSoù...

  • rener rannvroel : nicolas.varenne@radiofrance.com
  • rener Radio France Armorique serge.landureau@radiofrance.com
  • rener ar programoù :aline.pineault@radiofrance.com

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...