Put your name here

Rock and musette ba Langonnet : Taol Lañs liesliv
Strolladoù a gan e brezhoneg : n'eus ket a-walc'h ha plijadur a vez atav da selaou anezho
Communiqué de presse de Kerne Multimédia

Publié le 26/05/17 11:20 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Taol Lañs 2017 : gant "Tri O'vit dit" zo liseidi bet e Diwan, barrek evit seniñ treujenn gaol, sakso, hag un tambouliner fentus a ro d'ar strollad ur spered gouel, ar c'hoant da zañsal evit an Termajied o tont dindan un deltenn vras, gant ur spered un tamm doare Kusturica, an tog a dreuz war ar penn ha pep soner gant brikoloù... Gant ar ganerez e vez kanet sioul "Plac'h an dioul, diwall, diwall..." Hag e foñs he daoulagad glas, n'eo ket sur e vo ret diwall, just a-walc'h... Gant ar strollad "Viviane Rope", se zo ur ganaouenn all. Ur c'haner, Ronan Soubigou ec'h anv, deus Mervent, a gan en un doare efedus traoù nerzhus, gant sonerien a oar tennañ eus ar gitar dredan sonioù dreist, ma vefe ur sonenn garantez pe destenn un den evel ar re all. "N'on ket kaner, na ziskaner, n'on ket ur biniaouer, n'on ket un tambouliner, n'on ket na barzh na skrivagner, n'on ket na gelenner, na studier, n'on ket un apotiker, n'on ket un aotrou Maer..." : gortoz a reer ur bladenn neuze, gant un nerzh mod-se, arabat chom kuzh, Viviane Rope...

Trugarez atav d'an Taol lañs evit bout dizoloet strolladoù a raio dazont sonadegoù e brezhoneg !

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 2 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.