306 vues

Ur blijadur eo selaou hag adselaou ar paotr a oar kanañ evel Denez Prigent, Lors Landat, Arvest, Renaud, Julien CLerc...

Dizoloet gant ur bern tud a-drugarez d'ar c'honkour "filmoù chakod", Roderic ne baouez ket d'ober sotonioù war gwagennoù radio bro Gwened abaoe ur pennadig amzer.

Abaoe 2015 er FIl, emañ ar paotr oc'h ober "blind test" gant tud brudet an Emsav, ha pelloc'h c'hoazh. Mouezh Barba Loutig evit kanañ sonenn Nolwenn Korbell, pe c'hoazh klip video Renaud troet da vout ur sonenn evit emrenerezh Breizh...

N'eo ket ar fent a vank dezhañ. Chañs hon eus da gaout tud oc'h ober goap, gant frankiz hag ur vouezh a c'hell marmouzañ kement a dud an Emsav, ma vefe Erik Marchand, pe tud all.. Memes ma zeu en dro alies strolladoù brudet bro Gwened...

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...