Echu eo gant maengleuzioù uranium, se oa soñj ar stourmerien a-enep ar COGEMA e bloavezhioù 1980-90

" Echu eo gant maengleuzioù uranium ", se oa soñj ar stourmerien a-enep ar COGEMA e bloavezhioù 1980-90.

flamanville 2016
flamanville 2016 Domaine public

Kevredigezhioù bodet e Breizh hag e bro C'hall a glask ingal lavarout d'ar gouarnamant eo erru poent da resisaat ar muzulioù radon, uranium, radioaktivelezh lec'hioù bet kontaminet gant an dour, pe gant douar deuet da vout lastez nukleel.

Meur a dra zo bet graet gante, met hir eo an hent, ha hir ar respontoù. Areva a respont ur wech an amzer, a bromet skarzhañ al lastez... Ha ret eo atav distreiñ, adpellgomz, bodañ an dud, a zeiz da zeiz.

Setu neuze, kichen al lec'hioù kontaminet e sav bremañ raktresoù nevez, raktresoù maengleuz ha ne vefent ket evit tennañ uranium, hag a zo tost-tre ... eus ar re gozh a veze implijet gwechall.

Neuze, evit stourm a-enep ar sekred nukleel e bro C'hall, ar meskaj etre an nukleel sivil ha nukleel an arme, e vez galvet gant an div gevredigezh da vont da Flamanville d'ar Sadorn kentañ a viz Here 2016

Fanny Chauffin

Youtubeuse, docteure d'Etat en breton-celtique à l'Université Rennes 2 / Haute Bretagne, enseignante, militante des droits humains à Cent pour un toit Pays de Quimperlé, des langues de Bretagne avec Diwan, Aita, GBB, ...., féministe, enseignante, vidéaste, réalisatrice, conteuse, chanteuse, comédienne amateure, responsable depuis vingt ans du concours de haikus de Taol Kurun, des prix littéraires Priz ar Vugale et Priz ar Yaouankiz, ...