Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
levr rozenn milin
levr rozenn milin
- Communiqué de presse -
Rozenn Milin hag he levr nevez : penaos bout Breizhad(ez) hiziv ?

E gouel Karaez e vo Rozenn Milin o sinañ he levr nevez, gant testenioù tud brudet a bep seurt

Fanny Chauffin pour FC le 21/10/15 13:59

E gouel Karaez e vo Rozenn Milin o sinañ he levr nevez, gant testenioù tud brudet a bep seurt, tud a ra war dro ar sevenadur hag ar bolitikerezh e Breizh. Un digarez evit mont donoc'h e danvez he levr.

Embannet gant ti embann Bo Travail ! e Pariz, he levr a zo e div lodenn : poltridi da gentañ gant 19 den (Alan Stivell, Nolwenn Korbell, Christian Troadeg, Marc Le Fur, Jean-Jacques Urvoas, Kersauzon...) ha war lerc'h temoù evel ar yezh, an istor, ar sevenadur...

FC - Rozenn, divroet out abaoe ur pennadig amzer bremañ. Penaos e welez ar vro 'peus kuitaet hag ar vro a zo bremañ ? Aet eo war raok ?

RM - E gwirionez n'am eus-ket kuitaet Breizh !

Pa z'eo bet echu gant doare breizhad TV Breizh e fin 2003 am-eus kavet gwelloc'h kuitaat ar chadenn rak ne faote ket din asantiñ da vrudañ ur chadenn tele, TV Breizh he anv, hag a veze bremañ o skignañ seriadennoù gall hag amerikan kentoc'h egedt abadennoù breizhek. Med neuze ez eo bet serret an holl dorioù din e Breizh hag e oa deuet da vezañ dibosubl din kaout labour er vro. Setu pa zeus bet kinniget din ur post dedennus meurbed e Bro Sina, ne hellen ket nac'hañ mont di !

Goude se, pa z'on distroet eus Beijing e 2006, am-eus prenet un ti e Bro Leon diouzhtu, ha daoust ma labouran e Pariz e teuan a benn, mui pe vui, da baseal un eizhdeiziad enno bep miz. An hañv a dremenan eno ivez bep bloaz, setu ma vezan e Breizh un drederenn vat eus va amzer a benn ar fin. Kendelc'her a ran da gaozeal brezhoneg, reiñ a ran va skodenn da Ziwan bep miz, h.a. Setu 'ta, n'on ket bet pell eus ar vro kement-se avat.

Ar pezh a welan o cheñch memes tra a zo ar fed ma vez ez bremañ implijout gerioù zo hag a oa, pe « plouk », pe « tabou » n'eus ket keid-se zo.

Da skouer, p'hon eus lañset TV Breizh er bloavezh 2000 e oa kazi « transgressif » ober gant ar ger « Breizh » kentoc'h eget « Bretagne ». Me soñj omp bet e touez ar re gentañ oc'h implijout « Breizh » en un doare ofisiel en ur gevredigezh eus al live-se. Hag on bet souezet mat o welet penaos eo deuet ar ger da vezañ diouzh ar c'hiz da heul, gand a bep seurt stalioù : Breizh pizza, Breizh auto, Breizh café, h.a. Daoust hag ez eo un dra vad pe fall implijout anv ar vro en un doare ken ledan, avat, a zo un afer all !

War dachenn ar bolitikerezh ivez ez eo aet an traoù war raok un tamm mat e keñver implij ar gerioù : hiziv e vez klevet kaoz eus otonomiez pe zoken dieubidigezh en un doare aes kenañ, skoaz 30 vloaz ' zo, lakomp, bezañ rannvroelour a vefe gwelet evel kazi dispac'hel ! Ha bremañ p'emaomp gand an eleksionoù e welan ez eus rannvroelourien war el lodenn vat eus al listennou ! Pebezh cheñchamant !

Evel just ar gerioù ne dalvezont ket e vo laket an traoù da cheñch da vat, met memestra e talvez ez eo aet an traoù war raok er speredoù, pezh n'eo ket fall dija !

Mod all, ar pezh a ra poan galon din spontus eo e vez klevet nebeutoc'h nebeutañ a vrezhoneg er c'heriadennou. Erru omp d'ur poent m'emañ an holl re gozh hag a gaozee brezoneg a vihanig o vervel, hag o brezhoneg a zo o vont ganto, siwazh. Evel just ez eus tud yaouank o teskiñ ar yezh hag o kaozeal anezhi bemdez met memestra am-eus keuz eus yezh ar rummadoù a zo bet en om raok. Kement o deus da zeskiñ deomp c'hoazh, hag an amzer a dremen ken buan…

FC- Aterset 'peus tud a bep seurt : ha cheñch a ra da levr eus "Bretons magazine" pe traoù people hon eus bet tro da lenn betek hen ?

RM- « Questions d'identité – Pourquoi et comment être Breton ? » n'eus ket kalz a dra da welet gand ar pezh a vez gwelet barzh ar c'helaouennoù.

Da gentañ, gand ul levr hag a ra 200 pajennad bennak e c'heller evel just mont pelloc'h eget gant un atersadenn evit ur gelaouenn. Enrollet 'm eus 30 eurvezh a bennadoù kaoz, setu ma c'helloc'h soñjal on aet don a-walc'h gand ar goulennou hag ar respontoù ! Bountet am eus an holl da vont ken pell ha ma c' hellent en o dielfennoù.

Da eil, ur gelaouenn a zo un heuliad a atersadennoù, lec'h ma vez roet un nebeud pajennoù da beb hini da gaozeal. Va levr n'eo ket savet e giz-se tamm ebet : ar framm a zo renket dre dematikoù ha n'eo ket dre zen aterset, hag an holl a zo mesket e-barzh. Da lavaret eo am-eus ranket dibab pennadoù e touez ar pezh a oa bet lavaret gand pep hini, keñveriañ gand ar pezh a oa lavaret gant ar re all, ha kavout un urzh da renkañ kaozioù an holl en ur groazigellañ anezho. Da binvidikaat an danvez-se am-eus ouzhpenn skrivet tammoù pennadoù va-unan, hag am-eus ivez lakaet arroudennoù gand tud ken disheñvel ha Claude Lévi-Strauss pe Chevènement, pe c'hoazh Flaubert, hag all.

A benn ar fin e vez gwelet an traoù o vont war raok el levr, pajenn war lec'h pajenn, beteg kaout kinnigoù evit an amzer da zont. Klasket 'm eus mont eus ur pik A beteg eur pik Z en ur reiñ ar muiañ posubl a ditouroù hag a vennozioù.

FC- An hevelep titl 'peus choazet hag hini Morvan Lebesque : ha c'hoant pije e vefe dihunet tud Breizh ?

RM- N'eo ket ar memez titl e gwirionez, hini Morvan Lebesque a oa « Comment peut-on être Breton ? Essai sur la démocratie française ». Met evel just ez eo titl va levr eun heklev eus ar pezh a skrive Lebesque !

Da vare e levr, war dro 1970, e oa mezh gant an dud bezañ Bretoned, hon skeudenn a oa alies hini peisanted lous, gant ar bern teil dirak an ti… Met er memes tro e oa breizhad hon endro : ar yezh a veze klevet kazi e pep lec'h e Breizh Izel, ar merc'hed kozh a veze holl gantd koeffoù, ar boued, an tiez, an taol mouez a oa breizhad. 40 pe 50 vloaz warlec'h eo deuet da vezañ ar c'hontrol : an dud a zo loc'h enno bezañ Bretoned, met an endro a zo gallekaet da vat, ha bremañ e ranker furchal evit kavout pezh a zo breizhek en hon doare bevañ.

Setu 'ta, ar pezh 'm eus klasket ober a zo kentoc'h kompren perak ez eo pouezus evid ur bern tud, en dervezh a hiziv, diskleriañ krenn int Bretoned, en desped dezo bezañ ivez Gallaoued da vat, o vevañ en un endro gall d'an nebeutañ. Rak al lodenn vrasañ ne gomzont ket brezhoneg hag e vevont evel forzh piv e forzh pelec'h en Europa. Neuze, perak o-deus ezhomm da gaout un identelezh disheñvel, ha petra eo dre just an identelezh-se ?

E fin va enklask edon laouen o welet am-boa dastummet danvez dreist, dedennus da vat, ha kavet respontoù da lod eus va goulennoù. Ne oa ket va fal kentañ dihuniñ an dud, kentoc'h e oa un enklask personnel, met evel just, ma sikouran da reiñ koustiañs eus traoù zo da dud zo e vin laouenoc'h c'hoazh ! Ha me gav din ez eus el levr peadra da brederiañ evit ar re a lenno betek penn.

FC- Raktresoù all a zo war ar stern war a seblant : un dezenn war an arrouez, labourioù all... Ha distreiñ a ri da Vreizh da vat ? Gant peseurt raktres ?

RM- Ya, anat dit e vez atao traoù war ar stern. Hag en o zouez un dezenn diwar-benn ar « vuoc'h », pe ar « simbol », e Breizh hag e broioù Afrika bet trevadennet gand Bro C'hall. Rak ar simbol a oa ken efedus er c'hwec'h gornog m'eo bet lakaet da vezañ implijet er c'holoniou gall ivez !! Souezhus a-walc'h eo, met n'eo ket bet studiet an afer-ze da vat en un doare akademikel c'hoazh, hag evit doare ez eus lod a zo krog da lavaret n'ez eus ket bet eus ar simbol, zoken ! Poent eo dastum danvez da ziskouez n'eo ket bet just un huñvre evit kantadoù ha miliadoù a dud…

Mod all e kendalc'han da sevel abadennoù evit an tele, met e Pariz. Petra ri ! Siwazh eo aesoc'h din kaout labour e Pariz eget e Breizh, kea da gompren !

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 5 ?