Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
SAB-ARB : Boum e Roc'h Tredudon !
War an ton bras e vez lidet hanter-kant 50 vloaz a skinwel sañset « rannvroel », pa chom treut-ki plas hor yezh er skinwel publik : 1 e 30
Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 13/02/14 3:02

War an ton bras e vez lidet hanter-kant 50 vloaz a skinwel sañset « rannvroel », pa chom treut-ki plas hor yezh er skinwel publik : 1 e 30 a abadennoù bep sizhun (ha ne vez ket mui skignet e Liger-Atlantel abaoe 2002)... skignet da eurioù didalvoud : abadennoù d'ar sul, eur an « oferenn » evit ar vretoned… !

An niver a eurioù skignet n'en deus ket kresket abaoe 1984, mare Fañch 1añ Da geñveriañ gant broioù all en Europa: kant eizh eurvezh ha tri ugent (168) a euskareg hag a gatalaneg bep sizhun, c'hweh eurvezh ha tregont (36) a gembraeg, pe c'hoazh an daou-ugent eurvezh (40) e gouezeleg evit tri ugent mil den (60 000) den e Bro Skos. Disklêriañ a reomp plas dister ar brezhoneg war ar c'hleweled publik e Breizh hiziv an deiz.

E Frañs e oa bet krouet e 2006 Frañs 3 Korsika « Via Stella » gant tregont (30) eurvezh a gorseg skignet ganti bep sizhun (da lâret eo 23% eus an amzer) ha koustañ a ra 24 milion a euroioù bep bloaz… evit tri c'hant mil (300 000) a Gorsiz (memes sammad a argant evit Frañs 3 Breizh evit nebeutoc'h a 2 eurvezh skignet bemdez).

E Breizh e vez lemmet an abadennoù brezhonek p'o dez c'hoant renerien Frañs 3 : keleier e brezhoneg « An taol lagad » lemmet e-pad ar vakañsoù hag an hañv, ar c'hrouiñ abadennoù nevez « Mouchig-dall » (an hini nemeti evit ar vugale) paouezet evit ar bloavezh 2012-13. Skarzhet krak-ha-berr an abadenn veur « Bali Breizh » e brezhoneg e-pad miz Miz C'hwevrer abalamour d'ar c'hoarioù olimpek. Un arouez mantrus eo !

Ni, STROLLAD AI'TA ! , a embann ne c'hellomp ket mui anduriñ kement-se ! Trawalc'h a ziforc'hidigezh ! Tomm eo ar Vretoned ouzh ar brezhoneg ha fellout a ra dezho e chomfe bev. N'omp ket sellerien a eil-renk hag ar brezhoneg n'eo ket un is-yezh dreist-holl pa m'emañ ar Stad o paouez peurwiriekaat ar garta evit ar yezhoù bihanniver sinet e… 1999 !

Da heul sinadur an “Emglev evit Dazont Breizh” e miz Kerzu 2013 e oa bet asantet ma vefe “diorren ar c'hleweled rannvro dalc'het evel tachenn evit ar gwir da arnodiñ”, neuze trawalc'h a gomzoù ha dav eo tremen d'an ober diouzhtu !

Dre ma vez rastellet kant pemp million ha tri ugent (165) a euroioù gant an taos-tele e Breizh bep bloaz, e c'houlennomp groñs e vo meret ul lodenn ag an argant ni hon unan er c'hrouiñ rannvroel ( Pariz o kreizennañ 95 % eus kalzad ar goproù war an dachenn-se !). Goulenn a reomp groñs ma vo krouet ur gwir global MEDIA E BREZHONEG gant DANVEZ : programmoù lieseurt evit an holl dud (kozh, bugale vihan, vras, krennarded, yaouankizoù, oad etre…deus kêr pe diwar ar maez..) skignet dre ul liesvedia a glot gant sevenadur a-vremañ ar vretoned en ur bed niverel o chañch founnus !

Ni, STROLLAD AI'TA !, a embann da Vreizh a-bezh emaomp e paouez plastikaat ar roc'h Tredudon daou ugent bloaz goude gwalldaol an ARB (Nozvezh an 13 aviz C'hwevrer 1974).

Peurachuet a vo an oberenn-mañ e-kerzh UR PEZH MELL BOUM, a vo aozet d'an 8 A VIZ MEZHEVEN e-tal stign ar roc'h tredudon. Kouviet eo an holl vretoned da gemer perzh d'ar pezh mell BOUM.

Ne vo ket paouezet hon stourm betek ma vo gounezet ur gwir skinwel liesskignet e brezhoneg gant 30 eurvezh brezhoneg skignet bep sizhun evel e broioù all en Europa ma vez komzet ur yezh bihanniver.

Betek an trec'h evit ur skinwel e brezhoneg !

Ur filmig evit kinnig ar BOUM : (voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons